La Redadeg 2024, course en relais pour la langue bretonne, se prépare avec l'ouverture de la vente en ligne des 2222 kilomètres. L'un des projets financés par l'événement, est lui menacé : le centre de loisir en breton de Loperhet doit trouver de nouveaux locaux pour continuer. Digor eo ar gwerzh enlinenn evit kilometradoù ar Redadeg a zeu, aozet e miz Mae 2024. Unan eus ar raktresoù arc'hantaouet gant an darvoud a zo lakaet en arvar.
A-benn 200 devezh e loc'ho an 9vet Redadeg evit ar brezhoneg ha digor eo ar gwerzh enlinenn evit 2222 gilometrad an hentad. Evel bep eil bloaz e servijo an arc'hant da skoazellañ ar skolioù Diwan ha raktresoù war dachenn ar mediaoù, ar c'helenn, an embann pe c'hoazh ar c 'hoariva.
Etre ar 17 hag ar 25 a viz Mae a zeu ez aio ar rederien eus Beg ar Raz betek Montroulez gant ar vazh-test, arouez ar yezh, treuzkaset a zorn da zorn e Breizh a-bezh.
Kreizenn dudi hep lojeiz
Daou vloaz 'zo oa bet lañset ur greizenn dudi e brezhoneg gant ti ar vro Landerne-Daoulaz. Arc'hant oa bet roet d'ar gevredigezh gant ar Redadeg d'hen ober. Degemeret e vez ar vugale e-kerz ar vakañsoù ha d'ar merc'her. Siwazh, emañ ar gevredigezh o paouez resev ul lizher a c'houlenn ganti kuitaat ar savadurioù e Loperc'hed a-raok fin ar feurm a oa sañset mont betek miz Ebrel. En arvar emañ neuze kreizenn dudi nemeti Penn-ar-Bed e brezhoneg.