Le skate s'invite en cours de sport à l'école Diwan de Quimperlé. Dizoloet vez sport ar skate gant bugale skol Diwan Kemperle.
Sot nailh eo Basile Danet gant ar plankennoù, dreist-holl gant rodigoù dindan. Emañ ar c'helenner skateboard o paouez deskiñ brezhoneg ha kinniget en deus kentelioù da skolidi Diwan Kemperle nevez 'zo. En em dommañ, c'hoari gant ar blankenn a-benn pignat warni ha ruilhañ. Profitet o deus ar vugale eus kuzulioù Basile evit dizoloiñ ur benveg nevez. Kelenner e-kichen an Oriant en deus kinniget e servijoù d'ar skol evit brudañ e sport, eveljust, met ivez evit kenderc'hel da wellaat e vrezhoneg. Ha kendrec'het eo bet ar skolaerien. Goude pemp prantad n'eo ket gouest ar vugale da lammat evel Basile c'hoazh, met roet en deus ar c'helenner c'hoant ha fiziañs da meur a hini.
Fin al linenn karr-nij Brest / Orly
Adalek an 11 a viz du ne vo ket mui lakaet he c'hirri-nij da vont etre Brest hag aerborzh Orly gant ar gompagnunezh gall Chalair. He arguzennoù da zisplegañ an diviz-mañ zo ne 'z eus ket trawalac'h a dud war al linenn, hag a-benn nebeut e c'hellfe ar gompagnunezh Celeste kinnig memes beaj. Kevezerezh nevez harpet ouzhpenn-se gant kambr ar c'hoñvers hag an industriezh, ar rannvro ha kêrioù Montroulez ha Brest. 9 miz goude an nijadenn gentañ e tiviz neuze Chalair dilezel al linenn rannvroel.