VIDEO. 30 vloaz eo ar c'hartennoù da c'hoari "Magic". Votre édition An Taol Lagad du 19 décembre

durée de la vidéo : 00h04mn28s
Votre édition An Taol Lagad du 19 décembre 2023. ©France 3 Bretagne

Les cartes de jeu Magic continuent de passionner des millions de personnes. Elles fêtent leurs 30 ans et un jeune breton leur consacre une chaîne Youtube. Ul lazhti nevez gortozet er Faou, kartennoù Magic da c'hoari etre mignoned ha sklerijenn ar bed e straedoù Landerne : setu hon Taol Lagad war ar c'heleier hiziv.

Ma peus bet tro da c'hoari Magic pa oac'h krennarded, kit en-dro da glask ho kartennoù : ar c'hoari krouet 30 vloaz 'zo gant ur c'helenner matematik amerikan a zo diouzh ar c'hiz c'hoazh ha priz ar c'hartennoù ralañ 'zo aet da sot. Simpl a-walc'h eo mennozh ar c'hoari : e-kerz ur veaj en ur bed moliac'hus e ranker, dre ar c'hartennoù, lazhañ ar c'hoarierien-all en-dro d'an daol.

Ar Brestad Riwan Marhic en deus nevez krouet ur chadenn Youtube "Magic Passion Carton" evit kaozeal eus ar c'hoari ha 2500 heulier a zo gantañ dija. Daou ugent million a dud a rafe gant ar c'hartennoù-se dre ar bed.

Kendrec'hiñ evit dilojañ al lazhti

Er Faou eo erru kozh al lazhti publik ha peurbrest eo ar raktres da sevel unan-all. Met arc'hant a vank rak n'eo ket bet kadarnaet an traoù gant an holl gumuniezhioù-kumunioù a vefe dedennet gant an ostilh nevez. N'ez eus ket amzer da goll evit difennerien ar chanter.

Hag e fin ar c'heleier e vo roet deoc'h un tañva eus abadenn Nedeleg ar bloaz-mañ e straedoù Landerne : ur veaj a-dreuz ar bed, dre ar goulou.

L'actualité "Culture" vous intéresse ? Continuez votre exploration et découvrez d'autres thématiques dans notre newsletter quotidienne.
Tous les jours, recevez l’actualité de votre région par newsletter.
choisir une région
Bretagne
France Télévisions utilise votre adresse e-mail pour vous envoyer la newsletter de votre région. Vous pouvez vous désabonner à tout moment via le lien en bas de ces newsletters. Notre politique de confidentialité