Le conseil régional a adopté à l'unanimité son Plan de réappropriation du breton et du gallo pour 2024-2027. Et le deuxième tome de "L'espoir des campagnes bretonnes" vient de paraître. Ur steuñv nevez evit yezhoù Breizh a zo bet votet a unvouezh gant kuzul rannvro Breizh. Hag ul levr nevez diwar-benn istor al labour-douar a zo bet embannet gant Pierrick Mellouët hag Albert Pennec.
Kuzulierien rannvro Breizh o deus degemeret a-unvouezh ur Steuñv adperc'henniñ ar brezhoneg hag ar gallaoueg evit 2024-2027. E fin ar respetat e vo dispignet 13 milion a eurioù, un drederenn muioc'h eget e 2023.
Saludet eo bet ar striv-se gant an holl strolladoù politikel met lavaret eo bet ivez e ranke ar Stad ober e lod ivez, evit tizhout ar palioù lakaet war an niver a vugale skoliatet e klasoù divyezhek : 30000 e 2027. Stummañ 5000 a dud gour bep bloaz a zo unan eus ar palioù ivez.
Plas ar brezhoneg er vuhez foran hag er bed niverel a zo ivez unan eus ar chanterioù a vo kaset pelloc'h gant ar steuñv-se.
Kemmet ar maezioù a-daol-trumm
Abaoe bloavezhioù e vez kontet istor ar maezioù hag al labour-douar e Breizh gant Pierrick Mellouet hag Albert Pennec. An istorour hag ar poltreder a blij dezho mont asambles war an dachenn evit eskemm, goulennata... Emaint o paouez embann ul levr nevez, "L'espoir des campagnes bretonnes - Une révolution technique (1950-1980)". Forzhig poltriji, testenioù ha dielloù a gaver en oberenn, embannet gant Roudoù embannadurioù.