Datarmor, le supercalculateur d'IFREMER, analyse les océans depuis Plouzané. Dielfennet e vez ar meurvorioù gant Datarmor en IFREMER, e Penn-ar-Bed.
Graet e vez 400 000 miliard a oberiadennoù bep eilenn gant goururzhiataer IFREMER, anvet Datarmor ! Lañset e 2017 e vez nevezaet er mare-mañ. E bal, ambrougañ ar skiantourien en ur stokañ ha dielfennañ un niver brasoc’h brasañ a roadennoù skiantel dastumet er mor. Modeloù a vez kinniget gantañ, da laret eo ur skeudenn eus stad ar mor ‘giz m’emañ ha ‘giz ma vo. Ul lodenn eus Datarmor a ra gant an naouegezh artifisiel, gouest d’ober modeloù eus an amzer dremenet, araok ma vefe eus loarelloù zoken !
Reform ar bak micher
Warc'hoazh vo divizet gant Kuzul uhelañ an deskadurezh ober gant reform ar bak micher pe get. Hervez ar gelennerien, manifestet ganto dec'h, vo gwanaet an hentenn vicherel ganti. 15% eus ar postoù kelenner vo lammet kuit gant ar reform : amzer kelenn nebeutoc'h vit al liseidi, kaset da labourat vit 100 euro ar sizhun. D'ar pevar lamm vez kinniget ar reform gant ar Stad, ur fazi eme ar vanifesterien.
Gounezet he frosez gant Anna Mouradova
Gellet a raio Anna Mouradova chom da vevañ e Jorjia. Ar skrivagnerez ha kelennerez, brezhonegerez ampart, a oa en arvar da vezañ skarzhet war zu Rusia, he bro c'henidik. An dalc'h, e dañjer e vefe bet eno abalamour d'he liammoù kreñv gant Ukrainia. Tamallet e veze dezhi bezañ ur gourdrouz evit ar Stad Jeorjiat. Met divlammet eo bet gant lez-varn Tbilissi. E miz Gouere paseet, pa oa en em gavet hep titl evit gellet chom e Jorjia, e oa deuet da repuiñ e ti mignoned breton e-pad ur pennad, a-raok distreiñ da Tbilissi evit he frosez. Pa c'hello e teuio Anna Mouradova da Vreizh en-dro da drugarekaat he mignoned ha da vakañsiñ ar wech-mañ.