Deux équipes de chercheurs brestois collaborent pour mieux repérer, grâce à l'intelligence artificielle, les problèmes sur les chromosomes des malades. Skiantourien ospital Brest ha re an Isen, ur skol ijinourien, a genlabour war dachenn an naouegezh artifisiel e bed ar yec'hed hag ar genetek.
An naouegezh artifisel a ya war-raok e bed ar yec'hed. E radiologiezh e vez a-wechoù efedusoc'h eget daoulagad ar medisin. War ar genetek kromozomek avat n'ez a ket gwall bell c'hoazh met dre ar bed holl ez eus enklaskerien o labourat war an dachenn-se.
E labourva genetik kromozomek Pennospital Skol-Veur Brest e vez studiet kariotipoù : fotoioù eus glad genetek klañvourien int. O sellet outo e c'heller detektiñ kleñvedoù genetek ha krignoù-bev. Gant sikour al Labisen, ul labourva er skol ijinourien ISEN, e klaskont sevel ostilhoù gouest da zetektiñ en un doare aotomatek an direizhderioù kromozomek en ur implij an naouegezh artifisiel. Displegañ a ra Ronan Hirrien petra eo o araokadennoù nevesañ.
C'hwec'h bag ramzel e Brest
D'ar sul 7 a viz Genver e loc'ho 6 bag tri-c'houc'h eus Brest evit mont d'ober tro ar bed, en ur redadeg nevez krouet, an Arkea Ultim Challenge. E-kerz ar sizhunvezh a-raok al loc'hañ e vo posubl gwelet ouzh ar c'haeoù ar bigi a vo sturiet, gant Éric Péron (Adagio), Tom Laperche (SVR-Lazartigue), Charles Caudrelier (Maxi Edmond de Rothschild), Anthony Marchand (Actual), Armel Le Cléac'h (Maxi Banque Populaire XI) ha Thomas Coville (Sodebo). O unan penn e vezint e bourzh.