Une association a entrepris de faire pousser une mini-forêt dans un champs en friche à Lesneven. Les écoles de la commune lui ont prêté main forte pour la plantation. Sikouret eo bet ar gevredigezh Ti kuzhet da blantañ gwez bihan gant skolidi bro Lesneven. O spi a zo gwelet ur c'hoad 23000m2 o kreskiñ en ur park e Lesneven.
Klask a reont lakaat ur c'hoadig da greskiñ diwar netra. Ur sapre raktres a zo gant ar gevredigezh Ti kuzhet, etre Lesneven hag ar Folgoad. Gant sikour bugale ar c'horn-bro int kroget da blantañ kantadoù a wez bihan war un dachenn fraostoù 23000 metrad karrez.
Plantet e vezont stank kenañ war batrom al louzawour japanat Akira Miyawaki hag a gont war ar c'henskoazell etre ar gwez evit sevel ur c'hoad tost diouzh ar c'hoadoù naturel. Perc'hennet eo an dachenn gant skolaj-lise prevez Lesneven ha ne vo pal kenwerzel ebet evit ar c'hoad. Ul lec'h gouestlet d'an dudi ha d'ar vevliesseurted e vo.
Klezeourien Pont ar Veuzenn
Ur sport digustum a vez graet div wech ar sizhun gant ar strollad Dagorlad e Pont ar Veuzenn : en em gannañ a reont gant klezeoù pe armoù kozh-all, met ne reont ket forzh petra. Klask a reont ober emgannoùa vefe an tostañ posubl eus gwirionez an istor, hini an Azginivelezh dreist-holl.