A Brest, une grande vente de matériel de chantier et de mobilier récupéré vise à favoriser le réemploi. Et à Pontivy, il sera question des droits linguistiques à l'occasion de la journée des droits de l'homme. Gwerzhet e vo dafar chanter evit ma vefe adimplijet e Brest. Hag eskemmet e vo diwar-benn ar gwirioù yezhel, e Pondi, gant Rozenn Milin ha klaskerien-all.
Disevel... e plas distrujañ... E kreiz kêr Brest emañ servij lojeiz sokial ar meurgêr (Brest métropole habitat), oc'h adaozañ penn da benn ul lodenn eus karter Sant-Varzhin... met a-raok sevel ranndioù nevez e vez divontet er savadur kozh tout ar pezh a c'hell bezañ adimplijet. Gwerzhet e vezint da neb a gar, disadorn 9 a viz Kerzu a-hed an devezh. A-bep seurt a vo da brenañ e-kerz ar gwerzh berrbad-se : lugelloù tredan, privezioù, dorioù ha prenestrier, met ivez arrebeuri chomet er ranndioù ha dafar tidredanerezh evel fornioù da skouer.
Gwirioù mab-den lidet e Pondi
E-pad an dibenn-sizhun e vo lidet Devezh etrevroadel gwirioù mab-den e Pondi. Ur sonadeg a vo gant Denez, hag un daol-grenn war dem ar gwirioù yezhel. Eskemmoù a vo etre Claudine Brohy ha Jean-Michel Le Boulanger doktorien war al lizhiri ha Rozenn Milin, klaskerez war ar sokio-yezhoniezh.