L'US Concarneau, monté en Ligue 2 cette année, n'a toujours pas de terrain pour jouer à domicile. Sean Scully, figure de la peinture contemporaine irlandaise, lui aussi joue à l'extérieur, au centre d'art Passerelle, à Brest. Pignet e kevre 2 e chom atav hiziv US Konkerne hep tachenn mell-droad. Ha kinniget vez e labour gant al livour mil-vrudet Sean Scully e kreizenn Passerelle Brest.
Cheñch stad da bep krogad n'eo ket aes. Dibaoue miz gwengolo eo bet tapet ar pleg gant an US Konkerne. Labour zo aveit ar re a youl vat hag aveit ar staff. Etre 1800 ha 2000 a dud a ra ar veaj a bep tro. Tud Konkerne ha tud kurius pe pedet. Dec'h da noz eo bet kastizet ar re c'hlas war o fazhioù : kollet eo bet ar match gant Konkerne, daou bal da unan.
Sean Scully hag e daolennoù e Brest
D'al livour iwerzhonad Sean Scully e vez gouestlet un diskouezadeg e Passerelle e Brest. Sean Scully, ur beajour awenet gant meur a vro er bed, hag a liv e fromoù dre vandennoù liv disheñvel, hervez ar seiz avel. From an arzour gloazet gant ar feulster : hini al lazhadegoù er skolioù er Stadoù Unanet. Kalz laouenoc'h avat eo an taolennoù gouestlet d'e vab war an aod : livioù disoursi ur vugaleaj peurbadel. Diskouezadeg Sean Scully a c'heller gwelet e Passerelle e Brest betek kreiz miz genver.