VIDEO. 40 vloaz eo Radio Bro Gwened. Votre édition An Taol Lagad du 8 septembre

Publié le
Écrit par Mathieu Herry
durée de la vidéo : 00h04mn28s
Votre édition An Taol Lagad du 8 septembre 2023 ©France 3 Bretagne

La radio associative bilingue Radio Bro Gwened fête ses 40 ans ce week-end à Pontivy. Abadennoù ispisial hag arvestoù sonerezh a vo disadorn 9 a viz Gwengolo e Pondi evit lidañ deiz-ha-bloaz ar radio.

Distro eo ar bleiz e Breizh abaoe bloaz hanter bremañ. Met pa glasker gouzout ma 'z eus meur a loen pe unan hepken n'eo ket ken anat an traoù. Goulenn a ra ar saverien deñved e vefe dielfennet an halv kavet war al loened lazhet (kazi kant e Penn-ar-bed abaoe deroù 2023). Servijoù ar Stad n'int ket kendrec'het e vefe gouezhet kalz hiroc'h gant an testoù genetek-se.

Gouel e Pondi evit RBG

"Mouezh ar vro" eo lesanv Radio bro Gwened, krouet 40 vloaz 'zo. Lidet e vo an deiz-ha-bloaz-se war an ton bras disadorn 9 a viz Gwengolo gant abadennoù a bep seurt hag ur fest-noz, er maez, just e tal studio ar radio. Ur mare dispar evit eskemm gant an dud o deus krouet ar media dieub-se e 1983 ha diwar-benn an teñzorioù a gaver c'hoazh e dielloù ar radio, skignet er Morbihan. Meur a abadenn a ro da zelaou mouezhioù tud ar vro enrollet abaoe an deroù.

Tous les jours, recevez l’actualité de votre région par newsletter.
France Télévisions utilise votre adresse e-mail pour vous envoyer la newsletter de votre région. Vous pouvez vous désabonner à tout moment via le lien en bas de ces newsletters. Notre politique de confidentialité