Le concours de chant et de musique "Kan ar bobl", créé en 1973 à Lorient, fêtera son anniversaire ce week-end à Pontivy lors de sa grande finale annuelle. An Taol Lagad vous raconte l'histoire de l'événement qui fait encore chanter les jeunes générations aujourd'hui. En Oriant e oa ganet Kan ar Bobl hanter-kant vloaz 'zo. Hiziv c'hoazh e lak kantadoù a dud da ganañ war leurennoù Breizh. Setu istor ar gouel.
Krouet e oa bet Kan ar bobl e 1973 diwar ur mennozh degaset gant Polig Montjarret eus Iwerzhon. Kendrec'het en doa skipailh gouel an Oriant da aozañ ur genstrivadeg kan ha sonerezh da vroudañ ar vretoned da zerc'hel bev o sevenadur. Tamm-ha-tamm e oa kresket ar gouel hag er bloavezhioù 1980 e oa bet ret aozañ abadennoù lec'hel e pep korn eus Breizh da rakdibab ar re a ganfe er gourfenn, e Pondi.
Bugale leun a youl
Hiziv c'hoazh e kendalc'h bugale ha tud koshoc'h da ganañ war al leurennoù evit klask bezañ trec'h e miz Ebrel. Bet eo bet skipailh An Taol Lagad da Lokoal-Mendon ha Lesneven evit filmañ ar rummadoù yaouank-se, prest da bignat war al leurennoù evit kanañ, evit ar wech kentañ evit lod diouto. Ul lodenn a vo klevet en dro d'ar sadorn 14 ha d'ar sul 15 a viz Ebrel e Pondi evit ar gourfenn e lec'h ma vo lidet deiz-ha-bloaz ar gouel.