Louis le Pensec, ancien ministre et élu socialiste du pays de Quimperlé est décédé le 10 janvier. Et une nouvelle radio en breton diffusée sur toute la Bretagne est en projet. D'an 20 a viz Genver e vo lidet obidoù Louis le Pensec, dilennad sokialour, bet ministr, kannad ha senedour. Gellet a rafe ur radio nevez skignañ e brezhoneg war pemp departamant Breizh.
En Taol Lagad e vez komzet eus Louis le Pensec, aet d'an anaon dimeurzh 10 a viz Genver. Ar sokialour penn-kil-ha-troad a oa bet maer Mellag e-pad ouzhpenn pemp bloaz warn ugent, met ivez kannad, senedour, ha ministr meur a wech : hini ar Mor, etre 1981 ha 1983 e gouarnamant Pierre Mauroy hag e-karg eus an departamantoù ha tiriadoù tramor, etre 1988 ha 1993. Met difennet en deus ivez kalz doserioù a-bouezh evit Breizh, war dachenn an endro, an arvor pe c'hoazh ar yezhoù rannvroel.
Brezhoneg war an holl bostoù radio
Ur radio 100% e brezhoneg skignet war Breizh a-bezh : setu ar raktres douget gant Brudañ ha skignañ , ar gevredigezh a stroll radioioù kevredigezhel Breizh. Fellout a ra dezho krouiñ ur radio nevez. Ur goulenn frekañsoù a vo kaset dizale d'an Arcom, aotrouniezh reoliñ ar c'hehentiñ klewelet ha niverel.