Le réseau Diwan et ses écoles par immersion souffre de l'inflation, leurs comptes sont dans le rouge. Et les collectivités, comme Brest métropole, essaient d'inciter les habitants à composter leurs déchets organiques. Ne vo ket stabil budjed 2023 ar rouedad Diwan nag hini kalz skolioù. Ha klask a reer lakaat an annezidi d'ober rotell gant o lastez, e Brest da skouer.
Emañ 47 skol, 6 skolaj ha 2 lise Diwan Breizh o klozañ o c'hontoù ha kalz diouto a embanno un toull er budjed. Ha gwir e vo ivez evit ar rouedad a gustum kenurzhiañ ar c'helenn e brezhoneg dre soubidigezh. Kreskiñ a ra kalz buanoc'h ar c'houstoù (dispignoù energiezh ha boued, goproù an implijidi) eget an arc'hant a erru er c'hefioù, pa vefe digant ar strollegezhioù lec'hel pe digant ar broferien a skoazell ar skolioù abaoe bloavezhioù.
Met keloù mat a zo ivez evit ar rouedad rak digoradur ur skolaj e Il-ha-Gwilen a zo war an hent mat. Ur savadur gant plas da lojañ ar skolajidi a zo bet kavet e Beuzid ar C'hoadoù, nepell diouzh Roazhon.
Rotellañ e kêr
Abaoe ar 1añ a viz Genver e rank pep hini dispartiañ al lastez organek diouzh ar poubelennoù all. Ha sañset e rank ar strollegezhioù lec'hel kinnig diskoulmoù evit hen ober, dre rotellerien da staliañ el liorzh ha poubelennoù a-ratozh er straedoù. Emañ Brest Meurgêr o kregiñ ganti, gant dale met palioù uhel evit ar bloavezh 2024.