Depuis 40 ans, le chanteur Denez Prigent a écrit des dizaines de "gwerz", ces complaintes bretonnes qui ont traversé les siècles, et vient de les publier dans un livre. Hiziv e komzer eus al levr "Gwerz", lec'h ma gaver ouzhpenn kant testenn skrivet gant Denez Prigent war batrom hengounel ar gwerzioù.
"Ar vamm lazherez", "Meurlarjez koad an aon", "Gwerz Kiev" pe c'hoazh "Ar rouanez kanibal" : an holl werzioù-se a zo bet skrivet gant Denez Prigent. Ar c'haner en deus roet brud d'an doare kan hengounel-se, a-wechoù a-drugarez d'ar ritmoù tekno ouzhpennet d'ar pozioù a ganer normalamant a capella. Kanañ a ra kalz tonioù kozh, dastumet gantañ pe lod-all, met abaoe 40 vloaz en deus divizet skrivañ ivez gwerzioù nevez. Embannet int bet holl e miz Here en ul levr titlet "Gwerz".
Awen ur vamm-gozh
Skrivañ, evit ar c'haner a zo un doare da dreuzkas ur mod da ganañ bet tremenet dezhañ gant e vamm-gozh dre ur c'harned tonioù. "Unan diouto, Ar vag nevez a v/Montroulez, a zo ur berlezenn hag he defe bet he flas er Barzaz Breizh", eme Denez pa tiskouez ar c'harned prizius-se.
Gant sikour Laurence Morvan en deus Denez troet an holl ganaouennoù e galleg evit ma c'hellfent bezañ komprenet gant an holl.