La jeune journaliste Aziliz Peaudecerf consacre une série de podcasts sur ces Bretons qui ont émigré vers le Canada après guerre. Gant ar gelaouennerez yaouank Aziliz Peaudecerf e vez kinniget un heuliad podskignadoù war divroidi breton aet da vevañ e Bro Kanada.
Goude ur bloaz tremenet e Bro Kanada eo distro Aziliz Peaudecerf da Vreizh. Kerzh he beaj he deus savet podskignadoù war ar Vreizhiz aet da vevañ e Bro Kebeg goude an eil Brezel Bed. Penaos o deus kendalc'het ar re-mañ d'ober gant sevenadur ha yezh Breizh daoust dezho bezañ treuzet ar mor bras ganto ? Sed aze istor frommus ar familh Konan dispaket en heuliad kinniget gant ar savennerez yaouank.
Keleier-berr
Setu an "N" tilde hag an anv bihan Fañch dirak ar justis adarre. Ar wech-mañ eo prokulor Angers a c'hourc'hemenn d'ur c'houblad da cheñch anv o mab, ganet en hañv tremenet. Heuliañ a ra ur c'helc'hlizher a listenn ar sinoù diakritek aotreet e marilh ar boblañs. Met abaoe eo aet an divizoù justis a-du gant implij an N tilde, da skouer en afer kroget c'hwec'h vloaz 'zo e Penn-ar-Bed. Prezidant kuzul rannvro Breizh, Loig Chesnais-Girard, a gomz eus "feulster sokial" hag a c'houlenn digant ministrerezh ar justis kemm ar c'helc'hlizher.
E Plouganou, 'giz 'barzh degadoù a barrezioù e Breizh, n'eus tamm medisin ebet ken. Ankeniet eo he annezidi : diaboue ar c'hentañ a viz genver eo ret dezho mont betek ar parrezioù tro-dro da vezañ soaniet. Perzhioù a-feson zo gant Plouganou koulskoude : un ti 'vit ar yec'hed nevez-flamm zo 'bar vourc'h, sikourioù vit 'n em lojañ digoust pad bloaz hanter vez kinniget d'ar medisin a zeuio da labourat war ur gumun bord ar mor... gwashoc'h zo giz endro bevañ. Derc'hel a ra an itron vaerez hag he skipailh da glask war-lerc'h ar berlezenn rouez.