Alors que le loup est de retour en Bretagne après plus de 100 ans d'absence, Muriel le Morvan se penche sur sa place dans la culture populaire et notre environnement géographique. Deuet eo ar bleiz en-dro met e gwirionez e oa chomet bev mat e Breizh er sevenadur hag en anvioù lec'h.
War France 3 Breizh e vez kinniget hiziv, d'an 2 a viz C'hwevrer, ur bajenn ispisial diwar-benn distro ar bleiz er vro, kant vloaz bennak goude bezañ aet diwar wel. Abaoe ur bloaz ez eus bet gwelet al loen e meur a lec'h e Breizh. Nec'het eo un tammig ar saverien deñved ha givri ha plijet difennerien an endro hag al loened gouez. Meur a gelaouadenn a glasko lakaat war wel petra cheñch gant an distro-se, adalek 7 eur noz e keleier France 3.
Bev mat en hengoun
Ha komzet e vo ivez eus plas ar bleiz er sevenadur hengounel. Rak chomet eo bev mat al loen en anvioù lec'h, er c'hontadennoù hag er c'hanaouennoù. Dañs ar bleiz, ijinet da spontañ al loen-preiz, a vez treuzkaset er c'helc'hioù keltiek. Kanaouennoù gouestlet da dudenn Gwilhoù ar bleiz a glever alies. Ha mojenn ar soner hag ar bleiz, dastumet gant Yeun ar Gow, a zo bet filmet pe c'hoariet war al leurennoù meur a wech. Setu pezh a vez kontet deomp en Taol Lagad hiziv gant Muriel le Morvan.