Le local est situé "Au feu à droite" alors c'est comme cela qu'ils ont appelé leur association d'artistes et leur lieu d'exposition ouvert sur la rue, Brest. Visite guidée dans An Taol Lagad. C'hwec'h arzour o deus staliet o atalier en ur stal bet un apotikerez gwechalln, e karter Rekourañs e Brest. Eno e labouront ha diskouez a reont ivez oberennoù arzourien-all.
Dibabet o deus karter Rekourañs, war ribl dehou ar stêr Penfell, evit staliañ o atalieroù : 6 arzour yaouank a labour er stal bet apotikerez gwechall hag anvet bremañ "Au feu à droite". Guilvic le Cam a labour e bed ar sinema, Marvin Moal en tresadennoù bev. En o c'hichen e kaver un datouerez, ur grouerez dilhad, un arzourez plastek ivez. Ral eo en em gavfent tout asambles avat rak holl e veajont evit o micher.
Ouzhpenn ul lec'h krouiñ eo "Au feu à droite". C'hoant o deus izili ar gevredigezh da ginnig oberennoù arzourien yaouank evel re Swann Chevillotte hag Elouan Cousin war ar sivi... d'an holl dud a dremen dirak gwerennoù ar stal.
Thomas Coville gortozet e Brest
En Taol Lagad e komzer ivez berr-ha-berr ur bilañs kentañ eus an Arkea Ultim Challenge, pa erru Thomas Coville evit kemer an eil plas e redadeg ar bigi tri c'houc'h en-dro d'ar bed.