La première manche du championnat des bagadoù, très attendu par les sonneurs et les spectateurs à livré son verdict avec la victoire des bigoudens de Cap Caval. Chomet eo bagad Kab Kaval e penn ar bagadoù goude lodenn gentañ ar c'hampionad kentañ rummad.
Un devezh ispisial e oa evit ar sonerien kentañ rummad rak dizoloiñ a raent sal nevez ar c'h/Quartz, e Brest, goude daou vloaz labourioù. Evit Kevrenn Sant Mark-Brest ivez, rak ne oant ket bet o kenstrivañ e live uhelañ ar bagadoù abaoe tost hanter-kant vloaz.
An disoc'hoù, avat n'o deus souezhet den ebet pe dost, rak ur wech c'hoazh e oa Kab Kaval dirak Kemper e fin a devezh, sonerien Brieg o klokaat ar podium.
An holl heuliadoù, awenet gant bro Fañch ha bro Dreger, hag ar renkamant en e bezh a c'heller adkavout war lec'hienn internet France 3 Breizh :
LENN. Retrouvez les résultats et le passage des bagadoù pour ce championnat 2024
Emgav en Oriant
Emgav o deus ar sonerien en Oriant e miz Eost evit gouzout gant piv ez aio ar maout ar bloaz-mañ da vat, gant marteze ur souezhadenn ar wech-mañ. Piv 'oar ?