VIDEO. Aveliñ ar pennoù gwenn ha diskouezadegoù e Brest. Votre édition An Taol Lagad du 22 juin

Publié le
Écrit par Mathieu Herry
durée de la vidéo : 00h04mn22s
Votre édition An Taol Lagad du 22 juin 2023. ©France 3 Bretagne

Dans l'édition en breton, on suit une sortie de l'association Roud Avel avec des résidents d'Ehpad et on visite des expositions brestoises. Ur bourmenadenn gant tud en oad ha gweladennoù e diskouezadegoù arzel a zo hiziv er c'heleier.

Nevez krouet eo bet Roud Avel evit kinnig pourmenadennoù d'an dud a vev e tiez ar re gozh e Penn-ar-Bed. Ar gevredigezh a glask aozañ ur wech ar miz ur pred en ostaleri, ur valeadenn pe c'hoazh ur weladenn bennak evit cheñch un tammig diouzh boazioù an Ehpad. Tri ugent diouto a zo bet kaset betek Lambaol-Plouarzel nevez 'zo ha debret o deus ur pred lipous en ur preti a-raok mont da bourmen war vord ar mor. 

Diskouezadegoù liesstumm e Brest

An diskouezadeg diwar-benn an arzour straed Banksy a ra berzh bras e Brest. Met lec'hioù sevenadurel-all a zo da zizoloiñ e kêr ar c'huzh-heol. Er greizenn arzel Passerelle, gouestlet d'an arz a-vremañ, e c'heller gwelet teir ziskouezadeg disheñvel mat, a-hed an hañv. Oberennoù arzourien bet anvet evit ar priz Marcel Duchamp ha poltriji eus enezenn Mayotte a vez diskouezet da skouer. 

Tous les jours, recevez l’actualité de votre région par newsletter.
Tous les jours, recevez l’actualité de votre région par newsletter.
choisir une région
France Télévisions utilise votre adresse e-mail pour vous envoyer la newsletter de votre région. Vous pouvez vous désabonner à tout moment via le lien en bas de ces newsletters. Notre politique de confidentialité