VIDEO. Klask 'zo war saveteerien war vor hag istor ar chokolad en un diskouezadeg. Votre édition An Taol Lagad du 20 juin

Publié le
Écrit par Mathieu Herry
durée de la vidéo : 00h04mn34s
Votre édition An Taol Lagad du 20 juin 2023. ©France 3 Bretagne

Des équipes SNSM qui cherchent de nouvelles recrues et l'histoire du chocolat dans une exposition, c'est le programme de votre édition en breton. En Taol Lagad hiziv e weler e klasker tud e akipajoù SNSM ar vro ha kontet e vez istor ar chokolad e mediaoueg Langoned.

Daou vageer nevez a zo e akipaj saveteerien war vo Douarnenez. Ur munuzer hag un adklañvdiourez a zo deuet nevez 'zo da lakaat o anv. Ur sikour degemeret mat rak war goshaat ez a an dud a-youl-vat. Gwechall e oa dreist-holl pesketaerien ha martoloded a-vicher en akipajoù met nebeutoc'h diouto 'zo er porzhioù neuze e ranker sachañ tud eus an diavaez ha stummañ anezho. Disadorn 24 ha disul 25 a viz Even e vo aozet devezhioù broadel ar saveteerien war vor gant darvoudoù liesseurt e Breizh a-bezh.

Eus ar c'hakao d'ar chokolad

Staliet eo bet un diskouezadeg gouestlet d'ar chokolad evit gouel broadel ar brezhoneg a vo aozet etre an 30 a viz Even hag an 2 a viz Gouere e Langoned. Bugale ar c'hlasoù divyezhek tro-war-dro o deus gweladenniñ anezhi un tammig en a-raok, ha deskiñ ur bern traoù diwar benn ar chokolad hag ar greun kakao a ya da fardañ anezhañ. 

Tous les jours, recevez l’actualité de votre région par newsletter.
Tous les jours, recevez l’actualité de votre région par newsletter.
choisir une région
France Télévisions utilise votre adresse e-mail pour vous envoyer la newsletter de votre région. Vous pouvez vous désabonner à tout moment via le lien en bas de ces newsletters. Notre politique de confidentialité