C'est le début de la Semaine du Golfe. Nous avons embarqué à bord d'un Sinagot, l'un des bateaux de travail du Morbihan. E bourzh ur vag labour kozh omp pignet evit komz eus Sizhunvezh ar Mor Bihan.
En em vodet e oa adarre difennerien gwiliouderezh Landerne disul 14 a viz Mae. Goulenn a raent diskoulmoù war hir dermen evit ma chomfe digor ar servij, daoust d'ar c'hudennoù evit tutañ medisined anesteziour.
Komz a reer ivez, berr-ha-berr, eus ar pourmenadennoù aotreet aliesoc'h war enez Tristan, e Douarnenez, ha diwar-benn Gouel Breizh a gendalc'h betek disul 21 a viz Mae un tammig e pep lec'h.
1000 bag er Mor Bihan
Kroget eo Sizhunvezh ar Mor Bihan ha padout a raio betek disul. A borzh da borzh ez aio ar bigi kozh hag o martoloded (5000 bennak anezho !) evit merdeiñ ha diskouez pinvidigezh ar flodad. Unan eus ar bigi-se a zo bag labour hegounel porzh Sine : ar Sinago. Pignet eo skipailh An Taol Lagad e bourzh ar vag Mab er Guip asambles gant prezidant ar gevredigezh "Mignoned ar Sinago".