Morlaix accueille le festival de l'égalité jusqu'au 16 mars. A Brest, Gwenn Marreg tient "La petite boutique". Elle chine après avoir enseigné pendant 20 ans. Betek ar 16 a viz Meurzh e vez dalc'het festival an ingalded e Montroulez. Daou vloaz 'zo, he deus cheñchet micher Gwenn Marreg, da vont da furcherez.
Poltredoù merc’hed, ha paotred ivez, hag o deus stourmet evit kas waraok gwirioù ar maouezed a vez diskouezet da geñver festival an ingalded, dalc’het e Montroulez betek ar 16 a viz Meurzh. Ouzhpenn ar fotoioù-mañ, e vez abadennoù a bep seurt : atalieroù war ar jener hag ar stereotipoù, ur staj en em zifenn, un daol grenn war ar vonedusted er sport… Muioc’h a ditouroù a gaver war lec’hienn ar festival.
Ur voutik vihan
Er straed Jean-Jaurès e Brest, eo bet digoret "La petite boutique" gant Gwenn Marreg, bloaz hanter 'zo. Ur cheñchamant bras en he buhez. E-pad ugent vloaz e oa bet skolaerez er rouedad Diwan. Plijet e oa gant ar vugale, met poent e oa ober ur vicher all, eme ar furcherez. Gant he c'homper Eric, he deus adkemeret stalig kozh ur c'higer a oa chomet serret e-pad daouzek vloaz. Lous brein e oa al lec'h. Kempennet e oa bet evit digemer ar pratikoù. A bep seurt traoù a c'heller kavout amañ. Da skouer, ur c'hrañchouer : ennañ e tufe ar re tapet gant an droug-skevent. Bravigoù, dilhadoù, traouachoù eil dorn... leiz a deñzorioù marc'had-mat a vez hanter guzet er stalig-mañ !