Avec l'arrivée du printemps, partons à la découverte des plantes intéressantes voire comestibles présentes dans nos campagnes et jardins. Dizoloomp plantoù boutin ar maezioù hag hon jardinoù da lakaat anezho 'barzh hon pladoù.
Heuzoù, ur baner aozilh ha doulagad lemm. Setu ostilhoù pennañ Florence Creac'hcadec pa ya da bourmen er maez. Klask a ra al louzaouerez plant dedennus ha mat da zebriñ, evel ar bokedoù-laezh. A-hed ar bloaz e kinnig stajoù ha baleadennoù evit an dud a fell dezho tennañ gounid eus louzaouennoù o liorzh pe ar maezioù tro-war-dro. Ha deskiñ a ra ivez da anavezout ar plant toksek. Disadorn e vo aozet un devezh staj louzawouriezh e brezhoneg e Brest ganti. Un digarez da zeskiñ penaos implijout louzaouenn Sant-Benead pe c'hoazh ar c'hrampouez-mouzik, lesanvet an aloe vera breton.
Keloù-berr
Start an traoù evit ispisiri skol-veur Brest a sikour ar studierien baour. War zigresk ez a ar yalc'hadoù evit ar skoazell evit ar boued ha dispariset eo ar sikour broadel a 20 000 euro a-enep diasur boued ar studierien bloaz-mañ. Setu ma 'z eo gwall goullo estajerennoù an ispisiri. Bet digoret da vare enkadenn ar C'hovid e teu, siwazh, kement a studierien hiziv da brenañ boued marc'hadmat : ouzhpenn 300 den yaouank, estrañjourien evit an darn vrasañ anezho.