Retraites, digue en péril à l'île de Sein et films de poches, l'actualité de ce mercredi en langue bretonne. Leveoù, chaoser enez Sun gwallgaset ha filmoù chakod, sed aze keleier an deiz e brezhoneg.
Reform ar retredoù
Tost da 100 000 den ha maouez o deus manifestet d'ar meurzh 28 a viz meurzh 'barzh straedoù Breizh. Kenderc'hel a reont da embann int a-enep reform ar retredoù bet savet gant ar gouarnamant.
Chaoser enez Sun
Frejet eo bet chaoser enez Sun fin ar sizhun dremenet abalamour d'ar reverzhi vras. Gwarezet vez ganti an uzin d'ober dour da evañ. Prometet eo bet gant Prefed Penn-ar-Bed vo paeet an hanter eus priz al labourioù gant ar Stad. Penn-kentañ miz Even e kommañsint evit echuiñ en diskar-amzer o tont.
Filmoù chakod
Gant Daoulagad Breizh eo bet krouet ar c'hoñkour Filmoù Chakod. Bep bloaz e kemer perzh un toullad skolioù ha skolajoù. Fardet vez ganto filmoù-berr gant o zelefonoù hezoug. Betek fin ar sizhun e c'hellit kas ho oberennoù da gevredigezh Douarnenez.