VIDEO. Givri o pourmen e Eusa hag ul levr war an divroañ. Votre édition An Taol Lagad du 21 avril

Publié le
Écrit par Mathieu Herry
durée de la vidéo : 00h02mn58s
Votre édition An Taol Lagad du 21 avril 2023. ©France 3 Bretagne

Un troupeau de chèvres envahissant à Ouessant et un livre qui s'intéresse aux personnes qui quittent leur pays et arrivent en France : c'est le programme de votre édition en breton aujourd'hui. El levr "Des vies orageuses" e vez komzet eus buhez an dud divroet pa erruont e Frañs. Riwana Baudu he deus kenlabouret da skrivañ al levr-se, nevez embannet.

Poent eo kavout un diskoulm e Eusa, enezenn an deñved, aloubet gant un tropellad givri. Dek vloaz bennak a zo e vefe bet dilezet un nebeut anevaled gant o ferc'henn. Kresket eo o niver ha rambreal a reont en enezenn, o tistrujañ mogerioù ha liorzhoù. Emañ an ti-kêr o klask renkañ ar gudenn gant ar perc'henn orin. Tapet e vefe al loened ha kaset d'an douar-bras, en un atant.

Cheñch sell an dud war an divroidi

Petra eo ar vuhez en arlu, penaos derc'hel da vont p'en deus unan bennak ranket kuitaat e vro ha mont pell. Dre al levr "Des vies orageuses" e tizoloer buhez an dud divroet pa erruont e bro Frañs. Savet eo bet ar romant diwar istorioù meur a arluad ha div vedisinez a laboure en ur greizenn yec'hed a zegemer an dud pa tegouezhont er vro. Sinet eo bet an oberenn gant Mathilde Gal hag ar strollad Tcholeiy hag a vez o kinnig anezhi e Penn-ar-Bed en devezhioù-mañ.

Tous les jours, recevez l’actualité de votre région par newsletter.
France Télévisions utilise votre adresse e-mail pour vous envoyer la newsletter de votre région. Vous pouvez vous désabonner à tout moment via le lien en bas de ces newsletters. Notre politique de confidentialité