VIDEO. Ul liorzh evit derc'hel bev ar gouennoù avaloù. Votre édition An Taol Lagad du 20 avril

Publié le
Écrit par Mathieu Herry
durée de la vidéo : 00h03mn00s
Votre édition An Taol Lagad du 20 avril 2023. ©France 3 Bretagne

L'association Arborepom crée des vergers conservatoires dans le sud-Finistère pour préserver la diversité des variétés de pommes. Nous avons assisté au travail de greffage. E Breizh e chomfe 3000 variezon avaloù, an hanter nebeutoc'h eget ur c'hantved a zo. Evit mirout anezho emañ ar gevredigezh Arborepom o plantañ gwerjezoù e meur a lec'h e su Penn-ar-Bed.

Abaoe daou viz ez a ur c'hamion eus Pretioù ar galon war zu an dud en dienez e pevar c'humun etre ar Faou ha Plonevez-ar-Faou. Eno ivez ez a war gresk an niver a dud n'o deus ket a-walc'h a arc'hant da vouetañ o familh. Ur fest-noz bras a vo aozet e Kemper d'an 29 a viz Ebrel evit sikour Pretioù ar galon e Penn-ar-Bed. 

Saveteiñ an avaloù kozh 

Saveteiñ ar gouennoù avaloù a zo a-bouez evit gwareziñ ar bevliesseurted. Setu soñj ar gevredigezh Arborepom, staliet en Arzhanaou. Kroget eo he izili da blantañ gwerjezoù e meur a lec'h e kreizteiz Penn-ar-Bed, evit ober mirvaoù gwez-frouezh. Unan diouto a zo bet staliet e Redene, war un dachenn eus ar gevredigezh Emmaus, ha pa teu an nevez-amzer e vez poent imboudiñ.

Chom a rafe c'hoazh 3000 variezon avaloù e Breizh, met div wech muioc'h a oa er c'hantved tremenet, pa veze evet sistr war ar pemdez gant an dud.

Tous les jours, recevez l’actualité de votre région par newsletter.
France Télévisions utilise votre adresse e-mail pour vous envoyer la newsletter de votre région. Vous pouvez vous désabonner à tout moment via le lien en bas de ces newsletters. Notre politique de confidentialité