Le concours Kan ar Bobl, qui fête ses 50 ans à Pontivy, a vu défiler de nombreux artistes dont certains ont fait carrière dans la musique. Parmi eux, les chanteuses d'Ahez, qui représentaient la France à l'Eurovision 2022 et Denez Prigent, l'inventeur de la Teknoz. Kantadoù a dud a zo tremenet dre genstrivadegoù Kan ar Bobl. Lod diouto o deus tapet brud abaoe. Denez hag Ahez a gont deomp petra oa bet degaset dezho gant Kan ar Bobl.
Ur bazenn gentañ evit kalz kanerien
Dibosubl eo gouzout pet a dud a zo tremenet war leurennnoù Kan ar Bobl abaoe 50 vloaz. Pezh a zo sklaer eo e c'hell bezañ ur bazenn gentañ war zu ar c'han a-vicher. Yann-Fanch Kemener, Annie Ebrel, Krismenn, met ivez ar strolladoù Karma ha Startijenn o doa kroget da dapout brud a-drugarez d'ar genstrivadeg. Ha kalz hiroc'h c'hoazh eo al listenn. Bet omp bet da c'houlennata kanerezed ar strollad Ahez, bet en Eurovision e 2022, ha Denez Prigent, priz kentañ e 1987, 1988 ha 1990.
Jakez, paotr e vil gourfenn
Disadorn ha disul, e Pondi, e vo lidet 50 vloaz Kan ar Bobl e-kerz ar gourfenn vras. Adkavet e vo eno kanerien ha kanerezed a bep bro, a bep oad. Unan diouto, Jakez ar Borgn, a zo pignet war leurenn ar gouel ouzhpenn 50 gwech, sur mat. Setu roll an abadennoù a vo e Pondi a-hed an dibenn-sizhun.