La fête du chant traditionnel breton, le Kan ar Bobl, fêtait ses 50 ans ce week-end à Pontivy. Du repas aux concours a capella jusqu'au fest-deiz, le chant était à l'honneur sous toutes ses formes. Kan da selaou, fest-deiz, pred kanet : an holl stummoù a oa e Kan ar bobl disadorn ha disul, evit lidañ 50 vloaz ar gouel e Pondi.
Kanañ ouzh taol ha lakaat an debrerien da ziskanañ, war ul leurenn dirak dañserien dirollet pe c'hoazh en ur sal teñval gant ur c'hlasad un tammig enkrezet : an holl stummoù a kan a oa disadorn ha disul e Pondi, evit plijadur an divskouarn ha derc'hel da vont gant un hengoun a 50 vloaz bremañ.
War an ton bras eo bet lidet deiz-ha-bloaz Kan ar bobl, krouet e 1973 en Oriant. Kantadoù a dud, kozh ha yaouank, a oa deuet da gemer perzh pe da selaou. Kerent fier ruz diouzh o bugale, kanerien amatour sot gant ar gwerzioù pe an tonioù da zañsal : ur plas hag ur sal a oa da bep hini e-kerz an dibenn-sizhun.
Laouen e oa an aozerien gant gouel an deiz-ha-bloaz, klozet gant ur ganaouenn skrivet a-ratozh kaer, un diskan sklaer ganti : "Ar bobl a gan e Kan ar Bobl".
Disoc'hoù ha prizioù
Ur genstrivadeg e chom Kan ar Bobl ha prizioù a zo bet roet e meur a rummad disadorn ha disul.