Un projet d'usine d'élevage de saumons rejeté par les élus du pays de Guingamp, des oies bernaches cravant qui hibernent au Cap Coz et des enregistrements de chants bretons vieux de 123 ans qui refont surface : voilà le menu de votre édition en langue bretonne. Eoged, laboused ha brezhonegerien enrollet er bloavezh 1900 : sujedoù liesseurt a gaver er c'heleier hiziv.
Ne vo ket harpet ar raktres Smart Salmon gant tolpad-kêrioù Gwengamp-Pempoull. Votet o deus dilennidi ar c'huzul a-enep d'an atant da sevel eoged, e Plouizi, e-kichen Gwengamp : 53 mouezh a-enep, 26 a-du. Abaoe meur a viz e oa savet enebiezh d'ar raktres douget gant an embregerezh Smart Salmon, staliet e Norvegia. Hervez ar strollad Dourioù gouez e vefe implijet kalz re a zour eus ar stêr Trev gant an uzin ha riskloù a vefe da saotrañ an endro.
Er c'heleier e komzer ivez eus ar garrelied boutin, laboused a weler e meur a lec'h e Breizh e-pad ar goañv. Dizale e tistroint war-zu an Hanternoz, evit mont da barañ ha da neizhiañ e Siberia pe er Spitzberg, e Kanada.
Enrolladennoù 123 vloaz
Un teñzor, chomet kuzh e levraoueg vroadel Pariz, a zo bet dizoloet gant ar c'hazetenner Tudi Crequer. Enrolladennoù e brezhoneg, graet gant an antropologour Léon Azoulay e-pad diskouezadeg etrebroadel Pariz, e 1900. Tamm ha tamm e vez dizoloet piv a oa bet enrollet ha petra a vez lavaret ganto.