En Bretagne comme ailleurs, les personnes qui travaillent avec les populations immigrées sont très inquiètes de l'adoption de la loi Darmanin. Et à Lampaul-Guimiliau, la crèche faite main de Jean Pouliquen attire des milliers de curieux. Nec'het eo an dud a labour gant an divroidi gant al lezenn votet dimeurzh gant ar Parlamant. Hag e bro ar c'hlozioù-iliz e teu miliadoù a dud da welet kraou Nedeleg Jean Pouliquen.
Vot al lezenn douget gant Gérald Darmanin war an enbroañ en deus efedoù liesseurt en devezhioù-mañ : bec'h er breujoù, reuz er bed politikel hag anken war an dachenn. Ar re a ra war dro gwirioù mab den a zo gwall nec'het gant al lezenn nevez pa reont war dro an divroidi war ar pemdez. Evito e tegas al lezenn kudennoù ingalded, evit ar vugale da skouer, ha moarvat e vo gwashoc'h c'hoazh ivez yec'hed an divroidi ivez.
Ur c'hraou e-kreiz ar c'hloz-iliz
Iliz Lambaol-Gwimilio a zo brudet evit he braventez... hag ivez abaoe 30 vloaz evit he c'hraoù Nedeleg, krouet gant Jean-Pouliquen, tamm-ha-tamm, a-vloaz-da-vloaz. En holl en deus bet ezhomm 15000 eurvezh labour evit echuiñ an daouzek maketenn staliet en iliz. Savadurioù e koad, mein bihan ha maen-glas didroc'het spis, awenet gant tiez kozh hag iliz ar gumun.