Dans l'édition en breton aujourd'hui, des achats groupés de panneaux solaires en pays de Douarnenez et un jeune marin qui veut afficher les couleurs des écoles Diwan sur les voiles de son bateau de course au large. E bro Douarnenez e prener panelloù heol simpl da staliañ, a-stroll, ha klask a ra Thomas André, ur martolod yaouank, arc'hant evit lakaat livioù Diwan war lien e vag.
E bro Douarnenez e klasker en em unaniñ evit produiñ tredan diwar an heol. A-drugarez d'ur Greizenn kêriadenn (centrale villageoise) e vez kinniget da dud ar vro prenañ panelloù-heol marc'hatmatoc'h hag aes da staliañ en o liorzh evit produiñ ul lodenn eus an tredan bevezet ganto er gêr. Sikouret e vezont gant kumuniezh-kêr Douarnenez hag he deus votet ur steñv evit an hin e 2021.
Diwan war lienoù ur vag
Ur martolod yaouank eus kleub Brest eo Thomas André. Merdeiñ a ra war bigi Mini (6,5 metrad hed) ha Figaro. Evit ar Mini Transat hag a loc'ho e fin miz Gwengolo eus ar Sabr, er Vande, en deus kinniget d'ar rouedad skolioù Diwan bezañ dispaket war e lienoù. Klask a reont bremañ arc'hant evit kas ar raktres-se war raok ha lakaat livioù Diwan da dreuziñ ar meurvor Atlantel betek enez ar Gwadeloup.