Depuis plus d'une semaine, la colère qui grondait dans les ports de pêche est visible dans la rue. A Brest aujourd'hui, ils disent l'inquiétude de toute une filière. Et les Prizioù, les prix de l'avenir de la langue bretonne approchent. Ce sera à Rennes, pour une diffusion samedi 1er avril sur France 3. Kenderc'hel a ra manifestadegoù ar besketaerien, gant ur filierenn nec'het, ha tostaat a ra lid Prizioù dazont ar brezhoneg. Enrollet e vezint e Opera Roazhon evit bezañ skignet disadorn war France 3.
Abaoe eizhteiz e vez klevet ha gwelet fulor ar besketaerien er vro. Goude ur vanifestadeg vras e Roazhon d'an 22 a viz Meurzh o deus divizet akipajoù porzhioù ar vro Vigoudenn chom hep mont war vor abaoe dilun. Nec'het eo ar filierenn en he fezh evit an dazont, goude ma vefe oa bet dizarmet ha kaset d'an diskar degadoù a vigi o doa kollet o zachadoù pesketa abalamour d'ar Brexit. Aon o deus ar vareourien ivez.
Lid ar Prizioù e opera Roazhon
Bep bloaz e vez roet Prizioù dazont ar brezhoneg gant France 3 Breizh hag Ofis publik ar brezhoneg d'an dud a lak ar yezh da vont war raok. 7 priz a vo roet e-kerz al lid a vo filmet e opera Roazhon d'an 31 a viz Meurzh, evit klozañ mizvezh ar brezhoneg. Skignet e vo an abadenn war internet, disadorn 1añ a viz Ebrel adalek 8e30 war hol lec'hienn internet. Ha gwelet e vo war ar skinwel abred diouzh ar mintin disul, da hanternoz ha kard.