Semaine cruciale pour la réforme des systèmes de retraites, alors que les députés et le sénateurs vont tenter de s'accorder sur un texte commun et que les opposants ne désarment pas. Dans An Taol Lagad également, des initiations au breton pour les jeunes enfants du pays de Lesneven. Kenderc'hel a ra ar manifestadegoù a-enep da reform ar sistoù leveoù ha lakaet e vez brezhoneg e divskouarn ar vugaligoù e bro Leon.
Seizh manifestadeg. Disadorn 11 a viz Meurzh e oa bet manifestet er Frañs a-bezh a-enep d'ar raktres lezenn evit adaozañ ar sistemoù leveoù. E Breizh e oa bet miliadoù a dud er straedoù ur wech ouzhpenn, da lavaret n'int ket a-du gant ur reform a lakfe an dud da labourat betek 64 bloaz. Manifestadegoù-all a vo dimerc'her rak en devezh-se e vo bodet senedourien ha kannaded evit klask en em glevet war un destenn unvanet a c'hellfe bezañ votet a-raok fin ar sizhun gant ar div gambr.
Brezhoneg en divskouarn yaouankañ
E bro Leon e vez klasket lakaat ar vugaligoù da glevet brezhoneg an abretañ posubl. Bep sizhun e teu un animatourez eus Ti ar Vro da gontañ istorioù ha da ganañ e brezhoneg d'ur strollad bugale ha magerezed, hag ur wech ar miz e vez aozet ivez ur bourmenadenn en natur. Un digarez ouzhpenn da zizoloiñ traoù nevez, e yezh ar vro.