Penaos ober skol e brezhoneg d’ho pugale er gêr pa ne gomzer ket brezhoneg ?
D’ar goulenn-mañ he deus klasket Hoel Louarn, skolaerez e skol Diwan Plougastell-Daoulaz, respont.
Nevez eo skol Diwan Plougastell-Daoulaz : tri bloaz zo e oa bet digoret. Teir c‘helennerez a ra war-dro an daou glasad, kement ha 39 skoliad. 13 anezho zo e karg Hoel Louarn e karg, en o zouez re vras ar skol-vamm, skolidi ar CP, ar CE1 hag ar CE2 : da lâret eo bugale hag a zesk lenn.
Dibaoe ma oa bet serret ar skolioù miz hanter zo he deus klasket ar skolaerez an tu aesañ evit ma kendalc’hfe ar vugale da glevet brezhoneg er gêr. Ur sapre afer evit ar gerent ne ouezont ket tamm brezhoneg ebet hag a zo niverus e skol Diwan Plougastell.
Da gentañ penn he doa c’hoant e kendalc’hfe ar skolidi da labourat gant an ostilhoù int boaz da implij, setu perak he doa roet emgav d’ar gerent penn kentañ tout ar c’henfinañ a-benn reiñ bep a levr, bep a hentenn ha bep a zoser hiniennel d’ar vugale. Adlâret he deus ivez e c’hellent gervel o mestrez-skol vuiañ karet dre bellgomz p’o dije ezhomm tra pe dra.
Evit ar re vrasañ hag a oar lenn, ar re CE1 ha CE2, n’eo ket bet re ziaes kavout un doare efedus da labourat. Galvet o deus ingal dre bellgomz bep tro m‘o doa ezhomm un taol sikour. Evit ar re-mañ atav, n’o doa ket ar gerent ezhomm da gompren brezhoneg.
Evit re vras ar skol-vamm hag ar re CP eo bet un istor all avat. Ret eo bet furchal un tammig muioc’h dre ma ne ouezont ket lenn pe dre m’emaint o teskiñ. Divizet he deus neuze kas d’ar gerent tout an danvez hag a rank bezañ lennet gant ar vugale : testennoù istor, kontadennoù, poelladennoù lenn hag all, dindan tri stumm :
Ar frazenn - ar ger - ar silabenn e brezhoneg : a-us d’ar geot druz emañ Biwig o nijal laouen.
Ar frazenn - ar ger - ar silabenn skrivet gant ar reizhskrivadur gallek dezho da c’hellet distagañ mat e brezhoneg : Aüsse d’are géote druse eman Biwique o nijale laouène
Ar frazenn - ar ger - ar silabenn troet e galleg evig gellet respont d’ar bugel ma ne oar ket ster ar gerioù : Biwig vole heureux au-dessus des fleurs.
Ha berzh he deus graet an doare-mañ da ober ! Mamm Siméon, 5 bloaz, he deus lâret da Hoel Louarn e oa bet bammet he mab p’en doa klevet anezhi o tibuniñ ur rimadell dezhañ e brezhoneg « Siméon m’a dit que je sais parler breton ! »
E-giz-se e kendalc’h ar skolidi da labourat e brezhoneg er ger hag ouzhpenn-se e vez gwelet ar gerent o « komz brezhoneg » gant ar vugale. Reiñ a ra startijenn dezho evit ober o seizh gwellañ. Met mall zo warno adkavout o skolaerez ivez. D’an 11 a viz Mae ma ‘z eus tu !
E keit-se e kendalc’h skol Diwan Plougastell-Daoulaz da greskiñ : a-benn bloaz e vo digoret un trede klas hag un trede post a vo da heul evit degemer ar skolidi. Hetomp vo distroet an holl er c’hlasoù d’ar poent-se !