An Taol Lagad s'intéresse aujourd'hui à l'histoire de Morlaix. 250 tombes ont été découvertes lors de fouilles au couvent des Jacobins et nous vous racontons aussi l'histoire du train et du fameux viaduc, emblème de la ville. Eus istor Montroulez ez eus kaoz hiziv gant fuchadegoù e kouent ar Jakobined hag ur weladenn eus kêr diwar-benn istor an tren.
A-raok reneveziñ penn-da-benn mirdi arzoù-kaer Montroulez e ranker kas da benn furchadegoù arkeologel dindan iliz ar Jakobined, savet etre an XIIvet hag ar XVvet kantved. 250 bez a zo bet kavet, lod diouto mañsonet. Korfoù eskern klok a zo bet kavet gant ar skiantourien. Gweladennoù a vez aozet gant an ti-kêr betek fin ar furchadegoù, e miz Meurzh, evit gouzout hiroc'h war ar pezh a zo bet kavet gant an Inrap.
Pont bras Montroulez
Anavezet eo Montroulez evit he font bras, savet en XVIIIvet kantved evit lakaat an hent-houarn Brest-Pariz da dremen. Patrick Favreau en deus kontet da Ronan Hirrien istor ar pont-mañ hag hini an trenioù e Montroulez. Un tañva eus abadenn Bali Breizh ar sul 3 a viz Meurzh. E bro Montroulez emañ ar skipailh er mare-mañ ha gellet a reer adkavout an holl abadennoù enlinenn.