Unnek kuzulier dilennet kerkent hag an dro gentañ o deus dibabet etrezo ar maer nevez, Didier Fouquet, disadorn. Er sal, ne oa nemet an dilennidi, pep a vaskl gantañ pe ganti. Abalamour d’ar c’hleñved-red ne oa ket posupl d’an enezidi heuliañ an abadenn.
Dibab ar guzulierien ne oa ket souezhus : ne oa nemet Didier Fouquet war ar renk da vont da vaer. An aergelc’h, avat, a oa divoutin. Kontrol d’ar boaz, e oa chomet serret dorioù ar vodadeg d’ar re o dije bet c’hoant da heuliañ anezhi : ar muzulioù a-enep ar c’h/Covid-19 a vire an dud da zont-tre.
"Masklet e oamp, daou ha daou war un daol. Prim eo bet kaset an abadenn, ne oa nemedon war ar renk" a gont Didier Fouquet. "Da c’houde eo bet dibabet va div eilmaerez : Corinne Guilcher a labour er gompagnunezh-vor Penn-ar-Bed ha Corinne Gueguen-Madec, c’hoant ganti, a-benn nebeut, da vevañ a-hed ar bloaz war an enezenn."
D’ar 15 a viz Meurzh, e oa bet dilennet Didier Fouquet. Bet en doa 92,72 % eus ar mouezhioù, mar plij ! da lâret eo 191 mouezh diwar 207 voter. Pa oa uhel ar feur anvouezhiañ war an douar bras, zo deuet 207 annezad (diwar 268 enskrivet) da votiñ evit dibab susitour Dominique Salvert, c’hoant gantañ da chom a-sav goude e respet. Ur feur perzhiañ a 77 % daoust ma ne oa nemet ul listenn, enni 18 den war a renk evit 11 plas.
Ur vuhez nevez a zo krog evit ar maer nevez a 65 bloaz. War e leve emañ abaoe c’hwec’h miz. Ginidik eus enez Sun, e oa Didier Fouquet o chom e Kraozon betek-henn. Ouzhpenn e vicher ijinour, e oa bet kuzulier-kêr du-se e-pad 18 vloaz. "A-viskoazh m’eus bet c’hoant da gemer perzh e buhez lec’hel va c’horn-bro. N’em boa ket sonjet da lakaat va anv da vont da vaer met lavaret zo bet din, kae ’ta !"
Ur gefridi bouner eo un tammig evit an aotroù maer en deus ar santimant da gaout ur pouezh bras war e chouk. "Hol labourioù a vez suj d’ar Rannvro ha da Guzul departamant Penn-ar-Bed. Aon hon eus e vefe cheñchamantoù bras en o budjedoù abalamour d’an enkadenn. Ret e vo deomp gortoz. Ezhomm bras ’zo amañ eus skoazelloù-arc'hant, dre m’hon eus ket taosoù war ar font."