La grande lessive secoue les pratiques artistiques des enfants une fois par an, à Bannalec et partout dans le monde. Gant ar gannadenn vras e vez hejet boazioù arzel ar skolidi e Banaleg ha war pep kevandir ar blanedenn zouar.
Gant aked ha resisded o deus bugale skol Diwan Banaleg treset evit kemer perzh d'ar ganadenn vras. Simpl eo relonnnoù an darvoud arzel-mañ : un tem, ur folenn A4 gant pep hini ha bec'h d'an ijin ! Tem ar bloaz-mañ zo "ar glogorenn". "La grande lessive" 'zo ganet diwar intrudu an arzourez gall Joëlle Gonthier. Dibaoe 2006 e vez staget o oberennoù ouzh orjalennoù gant bugale e pep lec'h er bed.
Keleier-berr
N'eo ket dilennidi hepken a oa azezet digwener e hantergelc'h departamant Il-ha-Gwilen. Kinniget e veze d'ar c'hevredigezhioù a labour evit sevenadur ha yezhoù Breizh ar steuñv nevez votet da zifenn ar yezhoù-se en departamant. Ur framm digent, ennañ pevar hent labour, bet displeget gant Denez Marchand, besprezidant ekologour. Ar steuñv-se a zo ivez ur c'heloù mat evit ar gerent a glask digeriñ kentañ skolaj Diwan an departamant, e Beuzid-ar-c'hoadoù.
Galvet eo bet ar retretidi da vanifestiñ hiziv e Penn-ar-Bed a-benn kemer perzh en devezh broadel aozet gant ar sindikadoù da c'houlenn kreskiñ al leveoù retred. E-doug ar 6 bloaz diwezhañ eo uhelaet ar prizioù a 17 % pa 'z eo bet kresket al leveoù eus 8 % nemetken. Pell emañ Yann diouzh e gazeg eme ar vanifesterien d'ar gouarnamant.