Le dernier film de Nicolas Guillou sort sur les écrans aujourd'hui. Film diwezhañ Nicolas Guillou a zeu maez hiziv e Breizh hag e lec'h all.
Diellfilmoù war darvoudoù Plougoñv zo bet meur a hini abaoe 1980. Padal ne oa bet film faltazi ebet betekhen. Graet eo, a drugarez da Nicolas Guillou, ijinet gantañ un istor hag a dremen e-kreiz ar stourm enep d'ar raktres kreizenn nukleel. Ur film faltazi o toujañ d'an istor gwir awenus-tre evit ar c'hoarierien. Nicolas Guillou en deus bet c'hoant e vije advouezhiet e film e brezhoneg kerkent hag echuet. A drugarez da labour Dizale e teu er maez en div yezh war ar memes tro. "Atav e vimp amañ", ur film evit derc'hel soñj eus ur stourm kalet evit an amzer da zont, hini ar vro hag ar vugale.
Keleier-berr
Chomet oa ar bagoù er porzh e su da Veg ar Raz etre an 22 a viz genver hag an 20 a viz c'hwevrer a-benn gwareziñ an delfined. Hag e keit-se zo bet bet kavet nebeutoc'h a zelfined gloazet war an aodoù. Seta pezh a embann Pelagis, an aozeadur karget da studiañ ar morviled. Lavar a ra ar skiantourien ivez eo adkresket ar sifroù dibaoe ma z'eo aet ar bagoù war vor en-dro. Efedus ar prantad serriñ ar pesketañ ? N'eo ket sur e vo a-du ar besketourien gant kement-se. Goulenn a reont studiañ ar sifroù a dost. A-benn bloaz e vo serret ar pesketañ e-pad ur miz adarre hag e 2026 ivez.
E-pad ar sizhun e vez aozet ur boelladenn sibersurentez e Bro-C'hall a-bezh hag e-barzh bon morlu Brest. Kantadoù a siberstourmerien a gemer perzh e Defnet, anv an taol-brezel-mañ, bet lakaet e plas 10 vloaz 'zo. Kreskiñ a ra an ezhommoù e bed ar sibersurentez dre ma 'z eo niverusoc'h-niverusañ eo an tagadennoù.