La troupe de théâtre Ar Vro Bagan propose des sons et lumières depuis 45 ans. A sa tête, Goulc'han Kervella et Nicole Le Vourc'h, un duo indéfectible qui consacre son dernier spectacle au roi Arthur. L'édition en langue bretonne commence par une audience au palais de justice de Brest. Celle-ci doit déterminer l'avenir de l'association de soutien psychologique Parentel.
Parentel, en arvar ?
Splannoc'h e seblant amzer da zont Parentel bezañ goude an tabutoù zo bet dec'h e lez-varn Brest. Ne vez ket goulennet gant kuzul-merañ ar gevredigezh dibennfreuzadur barnerezhel ken, met un doare da saveteiñ Parentel hag he gopridi hag a sikour kantadoù a familhoù e departamant Penn-ar-Bed.
Pe vefe an dud a implij servijoù Parentel pe ar re a arc'hantañ ar gevredigezh, den ne fell dezhañ vefe serret ar gevredigezh. Ur merour barnerezhel a c'hellfe bezañ anvet gant al lez-varn, benn adkempouezhañ ar c'hontoù. Gouezet vo hiroc'h war diviz ar barner dimeurzh a zeu.
Abadennoù son ha kurun diaboue 45 bloaz
Bep tri bloaz e vez kinniget un abadenn tan ha kurun nevez gant Ar Vro Bagan. En hañv-mañ eo bet savet an abadenn tro-dro da vojenn ar roue Arzhur. 45 bloaz 'zo vez leurennet pezhioù c'hoari gant ar c'houblad Goulc'han Kervella ha Nicole Ar Vourc'h kostez Plougerne. Met kommañset int da glask tud yaouank a-benn lakaat an avañtur da genderc'hel. Ha deuet eo maread anezho da gemer perzh barzh abadenn an hañv-mañ. Pezh a zo sur eo en deus c’hoant Goulc'han Kervella da genderc’hel da skrivañ evit ar strollad. Goude Arzhur en deus meur a raktres war ar stern !