Abaoe ar mintin-mañ e vez aotreet an ostalerioù hag an tiez-debriñ da zigeriñ goude un troc’h a zaou viz hanter. Laouen eo ar verourien daoust d’an diaesterioù. Poent bras e oa gallout degemer ar pratikoù en ur zoujañ d’ar jestroù herzel evel-just !
"Emichañs e vo mat". Abaoe un nebeut dervezhioù e oa Tangi Peton hag e skipailh o prientiñ an distro. Abaoe ar 15 a viz Meurzh e oa serr an Tir na n'og, pub mil vrudet e-traoñ ar straed Siam e Brest. Ar mintin-mañ e oa rannet e daou ar merour. "Eus un tu, e oan kontant da chom er gêr gant ar vugale hag eus un tu all, e oa pres warnon distreiñ. Poent bras e oa digeriñ en-dro." Sikouret eo bet met ar stal he deus kollet arc’hant memestra.
Kreisteiz eo. Mall zo war ar pratikoù mont da zebriñ en o zavarn muiañ-karet. Met arabat dezho antreal disoursi e-barzh ar pub, goulenn er c’hontouer ha plas a zo. Bremañ zo reolennoù nevez. Ret eo pellgomz da gentañ ha da c’houde gortoz er-maez. Dont a ra un implijad da reiñ e blas da bep hini.
A-drugarez d’an amzer vrav zo tu ober gant al leurenn. Kalz nebeutoc’h a blas a zo. "Ret eo da bep taol bezañ ur metrad pell an eil d’eben. Pe vefe er-maez pe en diabarzh" a zispleg Tangi.
100 kilometrad e reter Brest e vez laouen aotroù maer Plourac’h (22). Derc’hel a ra Yannick Larvor ostaleri-ispiserezh nemeti ar vourc’h vihan war ar maez nepell eus traonienn ar Sent. E-pad ar c’henfinañ en doa kendalc’het Yannick da verzhañ laezh, toazennoù hag all... butun memes ! Met gwerennad ebet betek ar mintin-mañ. "Un dra ispisial hon eus bevet" eme Yannick Larvor.
Tud Plourac’h a oa kontant e vefe digor an davarn en-dro. "Tro pemp den warn-ugent zo tremenet abaoe 8 eur ha n’eo ket kreisteiz c’hoazh". Plijadur ’zo en ostaleri ! Goude un diouer hir e plij d’ar glianted kemer ur banne pe zaou. "An dra-se n’eus manket d’an dud." Kaozeal, klevet... pep hini a lavar e sonj. "Le parlement du peuple eo" a gustum lavaret an aotroù maer. "Marteze n’eo ket ken gwir e kêr, met e-barzh ur barrez vihan e plij d’an dud en em gavout en davarn evit eskemm."
Gwellekaat ar plas
E keit-se, eo paseet mat servij kreisteiz an Tir na n'og e Brest. "Tremenet eo !" Disammet eo Tangi Peton. Nec’het e oa un tamm gant dervezh bras an distro. "N’eo ket bet aes ! Daouzek pe trizek pratik o deus dijunet war al leurenn. Gant an taolioù hon eus, ne oa ket posupl lakaat muioc’h a dud. A-raok e vijemp bet gouest da zegemer tregont pe daou-ugent den. Eüruzamant n’eus ket bet re a dud. N’hon eus nac’het den ebet. Dav e vo deomp klask azasaat gwelloc’h an taolioù evit gwellekaat ar plas !"
Prest eo bremañ da resev klianted an noz. Boued ebet. Evajoù tra ken. "Ne vo ket posupl chom er c’hontouer da evañ. Ret e vo d’ar pratikoù mont d'un daol, er-maez pe en diabarzh. Ha lakaat ur maskl evit fival en ostaleri." Abalamour d’an diaesterioù-se o deus divizet ostalerioù ha pretioù’zo chom serr, hag digeriñ en-dro diwezhatoc’h pa vint prest.
Ret e vo d’an holl cheñch o boazioù. Kenderc’hel gant ar jestroù herzel ha profitañ er memes koulz eus ur prantad laouenek. Setu soñj merour ur pub all en Oriant, Tavarn ar roue Morvan, tost ouzh kalon an dud a blij dezho sevenadur ar vro. Du-se eo paseet mat an dervezh kentañ daoust d’ar protokol yec’hedel. "Dreist eo bet ! Klianted ha mignoned dezho zo deuet. Brezhoneg a oa da glevet war ar blasenn". Un nevezinti abaoe daou viz hanter.