Petra ober evit aveliñ hor pennoù e-pad an dibenn-sizhun ? Mont d’ober un tamm tro betek domani Menez Meur e Hañveg e-kreiz Park an Arvorig ha kejañ gant loened gouez met brav eston !
E-giz ur bern lec’hioù touristañ er vro e oa serret domani Menez Meur dibaoe deroù ar c’henfinañ. Adalek hiziv eo digor en-dro etre un eur ha c’hwec’h eur d’abardaez bep merc’her, sadorn ha sul. Eno e vez kinniget mont gant gwenojennoù Menez Are, c’hwezek kilometr ribinoù en holl, ha dizoleiñ livioù maezioù Park an Arvorig en nevez-hañv. Kement-mañ a raio vat d’ar re vihan koulz ha d’ar re vras goude bezañ chomet d’ober tro an ti e-pad daou vizvezh !
Ganet ez eus bet maread loened e-kerzh ar sizhunvezhioù tremenet en domani. En atant pedagogel ez eus deñved bihan Eusa, hoc’higoù gwenn ha leueoù da welet. Sellet pishoc’h a vo ret moarvat evit gwelet al loened gouez skoachet er Park, moc’h gouez ha kirvi dreist-holl. Bleizi bihan ne vo ket moien da welet a-raok bloaz da vihannañ siwazh. Dibaoe miz C’hwevrer eo kresket bagad bleizi an domani : teir bleizez yaouank zo bet degemeret gant Fulub hag Enzo, bleizi Menez Meur. Deus Lyon int bet lakaet da zont ha goude tri mizvezh e Penn-ar-Bed e seblantont bezañ kustumet d’al lec’h ha d’o c’henseurted.
Evit abegoù surentez e chomo serret an diskouezadegoù, an ti-debriñ hag ar c’hoarioù er maez. Kant den d’ar muiañ a vo degemeret war ar memes tro e-barzh an domani. Goulennet vez digant an holl adalek dek vloaz gwiskañ bep a vaskl ha ne vo tu da baeañ ar mont e-barzh nemet gant ur gartenn vank. Titouroù all zo da gavout war lec’hienn Domani Menez Meur.