Aodoù Breizh ha Bro Leon zo e-touez a re ma kresk ar muiañ ar bezhin enno. Yves Bramoullé a lavar ez eo bet ganet er bezhin. En ur familh bezhinerien eo ganet end-eeun, e karter Lilia e Plougerne.

L'essentiel du jour : notre sélection exclusive
Chaque jour, notre rédaction vous réserve le meilleur de l'info régionale. Une sélection rien que pour vous, pour rester en lien avec vos régions.
France Télévisions utilise votre adresse e-mail afin de vous envoyer la newsletter "L'essentiel du jour : notre sélection exclusive". Vous pouvez vous désinscrire à tout moment via le lien en bas de cette newsletter. Notre politique de confidentialité

Pa oa mous, ur c’hwec’h vloaz bennak, e ouie Yves Bramoullé pouleñvat hag ez ae alies da sikour e dud da zastum bezhin war an Enez Venan, tostig ouzh tour-tan an Enez Werc’h. E dud, e-giz maread tud en arvor d’ar poent-se, o doa div vicher, bezhinerien da gentañ ha peizanted goude. Un tiegezh vihan a veve anezho : ennañ ul loan-kezeg, div vuoc’h, ur pemoc’h pe zaou, un toullad yer ha lapined. Ar bezhin a zegase un tamm moneiz dezho, dister awalc’h. Krennard e kase ar gazeg e brezhoneg (sou, diha, kul !) hag e poagne da ziskargañ ar vag, kargañ ar c’harr, ledañ ar bezhin, goudoriñ anezho, ledañ anezho adarre, lakaat anezho e bernioù… « Labour mat er skol » o doa lavaret e dud dezhañ, da ober ur vicher all. D’e 17 vloaz eo aet d’ar Marin.


Industriezh an iod

Implijet eo bet ar bezhin da drempañ an douar a viskoazh. En industriezh eo e vo implijet dreist pep tra avat. Da gentañ da ober gwer, er XVIIvet kantved. Ha goude da gaout iod, azalek 1820 hag e-pad ouzhpenn kant vloaz. E 1811 e oa bet kavet iod e ludu ar bezhin gant ar c’himiour Bernard Courtois. Ar vezhinerien a stag da zeviñ ar bezhin e fernier war an tevinier da gaout soud. An dorzhioù soud a gasont goude da uzinoù lec’h ma vo tennet an iod. Paeet e oant diouzh pouez o c’harrad ha diouzh pegen pinvidik e oa an iod ennañ, pezh a cheñche diouzh ar seurt bezhin a veze devet. An iod a veze implijet evit ober fotoioù ha dreist-holl evit soagniñ : gant an tentur iod e veze naetaet ar goulioù. Un toullad uzinoù iod zo bet digoret a-hed aodoù Breizh buan awalc’h.

Er bloavezhioù 1925-1930 ez eus 3000 bezhiner e Plougerne, pezh a zo un hanter eus an dud a labour er barrez. 377 bag a zo e perzhier ar Zorn, ar C'horejoù ha Lilia. Bezhinerien a ya d’an enezeier da zastum bezhin ivez, eus miz Meurzh da viz Here, ar poent gwellañ evit an tali moan. Benniged, Litiri, Morgaol, Kemenez, Trielen, Enez ar C'hrizienn, Ledenez Molenez, Balaneg, Banneg… Eno e vevent e lochoù bihan, evel « keuneud mor » ec’h implijent ar bezhin da dommañ o loch ha da boazhañ o boued. Tad-kaer Yves Bramoullé, Job ar Mare, a oa bet bezhiner ivez ha bet en eneizeier e-pad 40 vloaz.

E 1929 ez a ekonomiezh ar bed d’an traoñ hag ez eo diskaret priz an iod da heul. Iod ar Chili a vez gwerzhet kalz gwelloc’h marc’had. Meur a uzin war arvor Breizh a vez serret. E Plougerne hag e meur a barrez e arvor e chom rivinoù an uzinoù-se. Setu ma ‘z a ar re yaouank d’ar Marin a Vrezel, d’ar marin a goñvers pe da arsanailhoù Brest hag an Oriant.

E 1945 ne chom nemet 388 bezhiner e Plougerne, 67 e 1960 (ambarket war 48 bag), 56 e 1970.
 


Modernaat ar vicher

Azalek ar bloavezhioù 1950 e vez kavet implijoù all d’ar bezhin e industriezh ar boued hag er c’hosmetik.

Modernizet e vez ar vicher bezhiner. En-dro da 1950 e vez lakaet kefluskerioù war ar bagoù. En-dro da 1960 ne vo ket implijet ar c’hilhotin ken, ur falz gant un troad hir, da droc’hañ ar bezhin : gant ar skoubidou, ur seurt krog, e vezo graet da dennañ ar bezhin dindan an dour. E 1971 e vezo mekanizet ar skoubidou. E 1978 n’eus ket ezhomm ken da sec’hañ ar bezhin war an tevinier : kaset e vez fresk d’an uzin. Ar vicher a sach un nebeud tud adarre. Muioc’h a vagoù zo.


Ur chañs evit Plougerne

Plougerne a denn gounid diwar an nevezentioù-mañ. Hiziv c’hoazh e vez labouret tar bezhin e Agrimer hag e Bretagne Cosmétiques Marins e Plougerne. Pevar-ugent den a labour en div stal-mañ. Ar viologourien a ijin koavenoù nevez hag a vezo gwerzhet diwar meur a verk kosmetik brudet. Evel kroc’hen an dud o deus ar bezhin d’en em wareziñ diouzh an heol : kement-mañ zo talvoudus d’ar c’hosmetik. Chañs o deus an embregerezhioù-mañ da gaout an danvez a implijont just e-kichen, rak e mod-mañ e chom mat. Kerkent en em gave tar bezhin e vezont sec’het, dizourennet, tamouezet ha labouret.

E Plouguerne ez eus peder bag vezhinañ diwar peder ha tregont e Leon. Troc’hañ a reont an tali-moan eus miz Mae da viz Here.

E Mirdi ar Vezhinerien e Plougerne e c’heller gwelet penaos eo cheñchet ar vicher. Digoret e oa bet ar mirdi-mañ e 1983 gant bugale bezhinerien ha gant bezhinerien, Yves Bramoullé en o zouesk. Eus miz Ebrel da viz Here e tegemer etre pemp ha c’hwec’h mil a douristed. Pep hañv e vez gouel ar vezhinerien er C’horejoù : diskouezet e vez d’an douristed penaos troc’hañ ar bezhin war ar vag Karreg-Hir, penaos deviñ anezho... Dizale e cheñcho ti ar mirdi da vont d’un uzin gozh da dennañ iod er C’horejoù. 

Abaoe m’emañ Yves Bramoullé war e leve en deus studiet gant pasianted kevredigezh ar vezhinerien, kement e kar anezhi abaoe e vugaleaj. Skrivet en deus daou levr diwar o fenn : « Goémoniers des îles » ha « Sur la route des goémoniers », war istor ar bezhin ha bed ar vezhinerien.

Avantur bezhinerien Plougerne, kêrbenn etrevroadel ar bezhin, a c’hellit gwelet en ur gelaouadenn c’hwec’h munud gant Yves Bramoullé, en abadenn Bali Breizh-mañ.

 

 

Tous les jours, recevez l’actualité de votre région par newsletter.
Tous les jours, recevez l’actualité de votre région par newsletter.
Veuillez choisir une région
France Télévisions utilise votre adresse e-mail pour vous envoyer la newsletter de votre région. Vous pouvez vous désabonner à tout moment via le lien en bas de ces newsletters. Notre politique de confidentialité
Je veux en savoir plus sur
le sujet
Veuillez choisir une région
en region
Veuillez choisir une région
sélectionner une région ou un sujet pour confirmer
Toute l'information