Un ancien agriculteur, atteint de la maladie de Parkinson, attaque la mutualité sociale agricole pour que sa maladie professionnelle, liée aux pesticides, soit mieux reconnue. A Landerneau, la 25ème foire Bio se tient ce week-end et la centaine d'exposants, comme Léonie Cabaret, se prépare. Ul labourer-douar kozh, klañv gant ar pestisidoù, a dag an MSA dirak al lez-varn evit lakaat da dalvezout e wirioù hag emañ aozerien ha diskouezerien ar foar Bio o prientiñ an darvoud, aozet e Landerne disadorn ha disul.
Yves Rannou, labourer douar e Gouezeg gwechall, a vev hiziv en ur gador ruilh, abalamour d'al louzeier kimikel implijet er parkeier. Ne oa nemet c'hwec'h bloaz ha tregont p'eo bet tapet gant kleñved Parkinson, e naontek kant c'hwec'h ha pevar ugent... ha buan en deus ranket dilezel e vicher hag e atant. Dirak lez-varn Brest e oa d'ar yaou 16 a viz Meurzh rak ne vez anavezet ha digollet e gleñved gant an MSA, surentez sokial al labourerien-douar, nemet abaoe 2021... Al liamm etre pestisidoù ha Parkinson a zo anavezet abaoe 2012 koulskoude. Met diaes eo bet evit e wreg sevel an doser, betek ma vefe sikouret gant kuzul skoazell an dud klañv gant ar pestidoù.
25vet foar bio Landerne
Disadorn 18 ha disul 19 a viz Meurzh e vo aozet gant skol Diwan Landerne ar 25vet foar bio e sal Sant-Ernel. Ouzhpenn kant stand a vo : produerien leguimaj bara pe gwin, artizaned, arzourien. En o zouez e vo Léonie Cabaret, ur gemennerez yaouank eus Plougonveur a ra dilhad dindan evit ar baotred.