Ar c’hreizennoù a zegemer klasoù en natur lakaet diaes gant an eil prantad kenfinañ

E Breizh ez eus meur a greizenn a gustum degemer bugale ar skolioù war ar bloaz evit klasoù glas, e lec’h ma tesker doujañ gwelloc’h ouzh an natur. Abalamour d'ar c’hleñved-red eo bet nullet darn mat eus ar chomadennoù. Diaes eo lakaet ar c’hreizennoù-se a-fed arc’hant.

Société
De la vie quotidienne aux grands enjeux, découvrez les sujets qui font la société locale, comme la justice, l’éducation, la santé et la famille.
France Télévisions utilise votre adresse e-mail afin de vous envoyer la newsletter "Société". Vous pouvez vous désinscrire à tout moment via le lien en bas de cette newsletter. Notre politique de confidentialité

E Ti-feurm pedagogel Tremargad (22) e oa c’hoazh bugale ar sizhun paseet. Deuet e oant evit ur c’hamp vakañsiñ, da zeskiñ ober war-dro ar c’hezeg. En atant-se e tizolo ar re yaouank penaos e vez gounezet an douar en un doare doujus eus an natur, penaos bezañ emskiant eus o endro ha bevañ asamblez. Ar sizhun-mañ, evit an distro-skol, eo sioul an traoù avat. Evel an holl lec’hioù a zegemer tud, eo serr ar greizenn.

Pezh a zo, evel kazi holl ar c'hreizennoù gouestlet d’an deskadurezh d’an endro e Breizh, eo ar c'hlasoù glas obererezh pennañ al lec’h. "Lod brasañ deus sifr aferioù ar c’hreizennoù eveldomp a vez graet o tegemer skolidi. E Ti feurm Tremargad ez a bugale ar skolioù d'ober kazimant an hanter deus an dud a vez degemeret amañ", a zispleg deomp Dorig ar C’hras, kenrener ha buhezour en atant. Tro 140 000 euro eo sifr afer ar greizenn evit ur bloaz sañset. 60 000 euro zo bet kollet ar bloaz-mañ betek-hen.
 

Ar c'hlasoù glas diguzuliet gant an deskadurezh-stad

Lakaet eo diaes ivez Ti ar C’hoadoù er Chapel-Nevez (22). "Bez hon oa strolladoù da zont evit devezhioù buheziñ. Ar sizhun-mañ e oa sañset daou glasad dimeurzh, daou glasad diriaou ha daou all digwener", eme Rozenn an Dreo, ar renerez. Er greizenn-se, gouestlet d’an deskadurezh d’an endro ha d’ar glad, e vez degemeret bugale ar skolioù a-hed ar bloaz, pe evit chomadennoù gant bod ha boued war ar sizhunvezh, pe evit devezhioù buheziñ.
 

"Chomadennoù a zo bet nullet en nevez-amzer ha raktreset oa bet adlakaat anezho en diskar-amzer. Met diguzuliet eo bet groñs d’ar skolioù da zont gant an deskadurezh-stad", a gont Rozenn an Dreo. A-raok kas ur strollad evit ur c’hlas dizoleiñ en diavaez e rank an Ensellerezh akademiezh studiañ an doser kinniget gant ar skol ha reiñ un asant. Merzhet o deus renerien ar c'hreizennoù-degemer e oa bet aliet alies gant ar rektordi chom hep kas strolladoù evit seurt chomadennoù dibaoe an digenfinañ, pezh a zikaloneka ar skolaerien. "Ur wech ma ‘z eo bet diguzuliet gant ar hierarkiezh mont eo kompliket kemer an diviz kas ur c'hlas memestra", eme Rozenn an Dreo.

Kreizennoù en arvar

Nec’het bras eo ivez Riwanon an Habask, dileuriadez rannvroel an UBAPAR, Unvaniezh Breizh evit buheziñ ar broioù war ar maez. Seizh kreizenn gouestlet d'an deskadurezh d’an endro a zo ezel deus ar rouedad-se, pezh a ra tro 75 post leun amzer. Lod deus ar c’hreizennoù-se a zo "bresk" a-fed ekonomiezh. "Bed ar c’hevredigezhioù n’eo ket ur bed leun a arc’hant", eme an dileuriadez. Evit lod eus ar frammoù-se ez eo degemer ar skolioù ouzhpenn 80 % deus an obererezh.
 

Dindan un nebeut mizioù e c’hellfe kreizennoù 'zo mont d’ar strad

Riwanon an Habask, dileuriadez rannvroel an UBAPAR


Skrivet ez eus bet ul lizher d’an dilennidi gant an UBAPAR da sachañ o evezh war ar stalioù-se. Spi o deus gellet degemer bugale en-dro ar buanañ posubl.
 

An deskadurezh d'an endro, pouezhusoc'h c'hoazh er mare-mañ

"Lakaet e vez diaes stalioù evel hor re, lec’h ma vez ar vugale er maez dalc’hmat. Padal eo posubl lakaat anezho en ur c’hlas, lec’h ma ‘z eo dañjerusoc’h c’hoazh lezel anezho er mare-mañ. An dra-se a zo digomprenus", eme Dorig ar C’hras deus atant Tremagat. Klask a raio bremañ ar frammoù lakaat an arguzenn-se en a-raok evit bezañ aotreet da labourat en-dro gant ar skolioù.

Evit Rozenn an Dreo e lak ar prantad-se war-wel, muioc’h c’hoazh eget a-raok, pegen pouezhus eo rol ar c’hreizennoù a labour war an deskadurezh d’an endro. "Ma ne gompren ket an dud e teu ar c’hovid eus ur gudenn endro, ma ne zoujomp ket ouzh an endro, e vo c’hoazh eus kleñvedoù all", emezi. "Pase poent eo deskiñ d’ar vugale kompren an natur ha penaos gwareziñ anezhi. Drol eo e vefe lakaet an deskadurezh-se a gostez er mare-mañ, ha ne c’hellfemp ket treuzkas an dra-se d’ar vugale da cheñch ar bed ha lakaat an traoù da vezañ gwelloc’h evit ar bloavezhioù o tont".




 
Tous les jours, recevez l’actualité de votre région par newsletter.
Tous les jours, recevez l’actualité de votre région par newsletter.
Veuillez choisir une région
France Télévisions utilise votre adresse e-mail pour vous envoyer la newsletter de votre région. Vous pouvez vous désabonner à tout moment via le lien en bas de ces newsletters. Notre politique de confidentialité
Je veux en savoir plus sur
le sujet
Veuillez choisir une région
en region
Veuillez choisir une région
sélectionner une région ou un sujet pour confirmer
Toute l'information