Plusieurs centaines de personnes ont manifesté pour une politique globale en faveur du breton dans les Côtes-d'Armor. Kantadoù a dud o deus manifestet disadorn e Sant-Brieg evit difenn ar skolioù Diwan hag ur politikerezh yezh e departamant Aodoù-an-Arvor.
Abaoe meur a viz e lavar ar rouedad skolioù dre soubidigezh Diwan eo diaesoc'h-diaesañ derc'hel en o sav budjedoù ar skolioù ha muioc'h c'hoazh re ar skolajoù ha liseoù. Kargoù war gresk, yalc'hadoù publik ha roadennoù o chom stabil dre vras : anat a-walc'h eo abegoù ar c'hudennoù arc'hant-se. Ur galv oa bet lañset d'ar roerien evit klask rastellat un nebeut gwenneien e fin ar bloaz 2023.
LENN. Arc'hant a vank e kefioù Diwan
E Aodoù-an-Arvor eo disheñvel un tamm an traoù. Hervez ar rouedad Diwan ne vez ket sikouret a-walc'h ar skolaj digoret 30 vloaz 'zo e Plijidi e-kichen Gwengamp. Ur vanifestadeg a oa bet aozet disadorn 3 a viz C'hwevrer, dirak ar c'huzul departamant e Sant-Brieg. Etre 750 ha 1000 a dud o doa kemeret perzh da c'houlenn ur gwir politikerezh yezh evit an departamant.