Echu ganeomp an 30 devezh Zero lastez, erru mare ar bilañs. Ha dalc’het hon o gant hor promesa ? Rannañ a reomp ganeoc’h istorioù, skoilhoù ha kejadennoù graet ganeomp e-pad ar mizvezh leun ha skuizhus-mañ. Ha neuze, an difi Zero lastez : mennozh a feson pe touell ar c’hantved ?
Filmet hon oa an heuliad 8 miz 'zo dija. C'hoarvezhet eo meur a dra abaoe !
Ur virusig a zo tremenet dre ar vro ha chomet eo ar boblañs stanket er gêr sizhunvezhioù-pad. Peadra da brederiañ, da gregiñ da adijinañ ar gevredigezh, d'en em soñjal war hon doare da veveziñ. Daoust ha ne vefe ket poellekoc'h debriñ hepken boued produet er vro ? Daoust hag ezhomm hon eus da gaout kement-se a draoù ? Diskouezet he deus an enkadenn adarre e oa poent bras chom a-sav gant an emzalc'hioù diskiant ha distreiñ d'ul lojik padusoc'h.
Ar goulenn a vez savet gant an holl en dro deomp goude bezañ bet sellet ouzh an Difi Zero Lastez : daoust ha kenderc'hel a reomp bremañ da vevañ hep lastez ebet ?
Ur goulenn vat eo. Gwelet mat hon eus e-pad an difi ne oa ket aes tamm ebet bevañ hep ar plastik unimplij. Ranket hon eus skrabañ hor pennoù alies evit kavout diskoulmoù, ha n'eo ket roet d'an holl gouestlañ kement a amzer d'an dra-se ! Met gwelet hon eus ivez pegen drastus evit hon endro e oa kenderc'hel da ober gant ar plastik. Penaos ober neuze ?
Da gentañ ez eo ar Zero Lastez un afer boaz. Hiriv eo kalz aesoc'h deomp-ni hon div bevañ gant nebeut a blastik peogwir hon eus kemeret plegoù mat : kaout dalc'hmat ar podoù goullo ganeomp, keginañ traoù fresk, ha chom hep lakaat un troad er gourmarc'hadoù !
Da eil ez eo ret kemer ar gudenn en un tu all. 'N eus ket tu da c'houlenn kement a strivoù digant pep hini. Aze 'mañ an dalc'h. N'eo ket en dachenn brevez e vo renket an traoù. War an dachenn bublik ne lavaran ket. Ar respont neuze : en em vodañ, huchal, komz a-unvouezh evit lakaat ar pennoù bras hag an embregerezhioù liesbroadel da blegañ. Rak ne dalvez ket ar boan da bep hinienn kiañ evit bezañ direbech en e gorn, pa ne vez graet striv ebet gant ar re a zo e penn an traoù. Talvoudusoc'h eo mont war raok a-stroll!
Setu eta roll an aozadurioù hon eus bet darempred outo e-pad hon difi, hag o deus roet kalon deomp, ha spi!
Extinction Rebellion - Pa oamp bet da Londrez hon eus bet tro da gejañ gant izili ar strollad ha gwelet hon eus pegen galloudus e teuont da vezañ (pegen “levezonus” e c’hellfer lavaret). Disentiñ a reont hep feulster evit pouezañ war zibaboù ar gouarnamantoù. O fal, krak ha berr : derc’hel bev an denelezh, hag an holl spesadoù all !
Greenpeace International - Un aozadur etrevroadel anavezet mat evit he labour tamall ha titouriñ, graet o deus ur sapre labour evit kizidikaat an dud da stad ar meurvorioù da skouer.
Hag er vro-mañ :
CÔTE WASTE : objectif zéro déchet - ur chadenn Youtube leun a fent hag energiezh evit stagañ hep aon gant ar Zero Lastez. Bennozh da g/Claire Cariou evit he skoazell !
Zéro Déchet Nord Finistère – Mettez votre poubelle au régime (ezel eus Zero Waste France) - Ur gevredigezh tud yaouank youlek a glask broudañ ar Zero Lastez. Aozañ a reont atalieroù pleustrek, emvodoù kehentiñ, hag e klaskont sikour ar galloudoù publik da cheñch ar boazioù.