Beuzet eo hor sal-dour dindan ar plastik. Ret deomp kaout ijin a-benn kavout diskoulmoù. Fardañ maskloù (damm c’hwitet) kurkuma ha soavon er Menezioù Are, setu peadra da genderc’hel gant hon deskadurezh war ar Zero lastez !
Produoù ar vuhez pemdez hag ar plastik : un istor karantez
Furchet hon eus pellig awalc’h e armelioù hor salioù-dour, hor privezioù ha dindan dar hor c’heginoù evit renabliñ hollad produoù ar vuhez pemdez a oa ganeomp.
Setu hol listennad (peurglok) :
- Produoù evit naetaat an ti
- Produoù evit ar yec’hed
- Produoù evit en em walc’hiñ
- Produoù ar mekanikoù gwalc’hiñ
- Produoù evit an amzerioù
- Produoù kened
O vezañ dilastez e c’hellit skarzhañ 3/4 ar produoù-se er boubellenn. Sellit mat outo ha respontit en un doare onest : pet anezho ho peus ezhomm da vat ?
Sellet hon eus a dostoc’h ouzh kompozadur hag etiketennoù ar produoù kempenn. Ar bitrex, a vez kavet e kalzig anezho. Ar bitrex a zo an danvez gimiek ar c’hwervañ er bed. Lakaet e vez er produoù gant an industriezh evit ma ne vije ket lonket an dourenn gant ar vugale. Ken c’herv eo, ma vez tufet an dourenn ganto diouzhtu. Dañjerus evit ar vugale, fall evit ar yec’hed hag an endro, dindan plastik, kavet e kement produ war ar marc’had ha ker alies mat. Spontus eo ar produoù-se!
Met perak ‘zo tu kavout anezho c’hoazh war ar marc’had hiriv an deiz? Peseurt plas a zo gant industriezh ar plastik war an dachenn-se ? Kregiñ a reomp da gompren lojik hor mammoù-gozh : soavon du, gwinegr ha bikarbonat, ha mat pell ‘zo !
Ar memes bilañs a zo bet graet ganeomp evit ar produoù all : kalzig anezho a zo aes da erlec’hiañ gant danvezioù pe produoù padus (ur mooncup evit erlerc’hiañ ar serviedennoù yec’hedus, ul lemmer barv graet gant inox e plas ar re plastik,…).
Naetadurezh diblastik, posubl eo !
Daou ziskoulm a zo bet kavet ganeomp. Disheñvel awalc’h ez omp an div war an hentenn implijet.
Filosofiezh Perynn ? « N’eus ket amzer da goll, bezomp simpl ha efedus » Prenañ a ra produoù diblastik pe adimplijabl (ha lec’hel ma ‘z eo posubl). Aes int da gavout er stalioù doujus eus an endro. Ur gwir businesswoman !
Me zo troet kentoc’h war-zu ar fardañ, espern arc’hant (spered Bro Leon em c’halon !), ha gant al lorc’h implijout ar produoù war-lec’h (pa ne c’hwitan ket ar rekipe).
Dreist evit chom er gêr e-pad ar c’henfinañ !
C’hoant ho peus c’hwi ivez kregiñ da fardañ ho froduoù er gêr ? Setu liammoù a ginnig doareoù simpl evit naetaat an ti.
Mec’hed ha Zero lastez : back to the 50’s ?
Feministed/benelourien omp-ni ha fardañ produoù dilastez er gêr a sav un toullad goulennoù tro-dro d’ar merc’hed. O c’houzout e kemer muioc’h a amzer fardañ ar produoù hon-unan, hag ez eo ar Zero lastez ur stourm kaset da benn gant merc’hed dreist-holl, daoust ha kilaat a reomp a-fed dasparzh al labour er gêr ?
Penaos lakaat ar baotred er jeu hep rediañ anezho ?
Setu ur pennad evit mont pelloc’h ganti.
Deoc’h da c’houzout, pa vefe prenet ar produoù Zero lastez pe fardet anezho e vo gounezet plas en ho armelioù a dra-sur !