Ankeniet bras eo an arzourien abaoe penn kentañ ar c'henfinañ. Nullet an abadennoù, ar gouelioù... Evit pegeit, den ne oar. O c'hortoz diskleriadurioù Emmanuel Macron e oant evit gwelout skaeroc'h. Un tamm frealzet int bet, met hervezo n'eo ket resis awalc'h c'hoazh. Aon o deus e padfe an enkadenn.
Krouiñ a reont a'benn bezañ selaouet. Awenet int gant ma c'hellint rannañ, kinnig o labour d'an arvesterien. N'eo ket bet aes ar mare kenfinañ evit an arzourien, ken latareg m'eo an amzer da zont, ha ken distabil o statut "spanaerien". Nullet o holl abadennoù, o zroiadoù hirgortozet... Pegoulz e c'hellint mont en-dro war al leurenn? Ha war peseurt leurenn? Lod eus ar respontoù o deus bet gant ar Prezidant E. Macron ar beure-mañ, met n'eo ket peursklaer an traoù c'hoazh hervezo. Gortoz a reont resisadurioù.
"Bloavezh gwenn"
Peogwir e vo start ha "du" ar bloavezh-mañ o doa goulennet ar spanaerien e vefe "gwenn" da lâret eo "ne gontfe ket" hag e vefe jedet o gwirioù war feur ar bloavezh a-raok. Eus an tu-se int bet klevet tamm pe damm gant ar Prezidant, met n'eo ket peursklaer an traoù. Goulenn a ra Emmanuel Macron diganto ur seurt "eskemm" : reiñ un tamm eus o amzer evit kinnig abadennigoù pe ober war-dro ar vugale er skolioù a-raok fin ar bloavezh skol.
"Labourat gant ar skolioù a ran abaoe pell" eme Dom Duff, "ha prest on d'ober c'hoazh, gant ma vo paeet evel ma veze paeet a-raok evel just". Kraouiet eo ar c'haner e Langoned, hag oc'h en em c'houlenn a-benn pegoulz e c'hello mont war al leurenn en-dro. D'ar Stadoù-Unanet en dije ranket mont e miz Even evit un droiad 12 abadenn... Nullet peptra.
"Dre chañs eo bet degemeret ar "bloavezh gwenn", mod all vefe bet start da vat evit an holl! Met estreget saveteiñ an arzourien zo d'ober. Ret vo deomp kaout lec'hioù, salioù, aozadurioù da gas ar sevenadur war-raok. Hepto ne vo graet netra." Sikourioù en deus prometaet ar Prezidant. Da vezañ resisaet gant ministr ar sevenadur en devezhioù da zont.
Mont da ganañ er skolioù
Evit Gwennyn, mont da ganañ er skolioù ne vo ket re start, pa ra abaoe pell dija ha pa blij dezhi. "Un deal mat eo. Met moarvat ne vo ket posupl diouzhtu rak gwall luziet eo an distro evit ar skolaerien hag arabat e vije ur redi evit an holl arzourien, rak lod n'int ket kustum da dreuzkas. Dre chañs hon eus ar statud spanaer, hag e vo roet ur bloavezh gwenn deomp, rak mod all e vefemp digalonekaet" eme ar ganerez he dije ranket bezañ e Sao Paulo en devezhioù-mañ evit teir abadenn. Klasket he deus krouiñ e-pad an amzer genfinañ met anzav a ra "n'eo ket aes lakaat an awen da zont ha kas raktresoù war raok pa vezer ankeniet".
"Baleadennoù da c'hortoz e vefe digoret ar salioù..."
Evit Lukaz Nedeleg avat, n'eo ket ken frealzus diskleriadenn ar Prezidant, pa n'eo ket paket ar statud spanaer gantañ evit poent. O kregiñ gant ar vicher konter emañ, komedian eo ivez dibaoe un nebeut mizioù gant ar strollad "La Obra". "N'on ket re souezhet siwazh" emezañ, "met sklaer eo, ar re yaouank eveldon a vez laosket a-gostez. Padal e oa lañset mat an traoù ganin, raktresoù brav gant skolajoù ar vro, hag a-daol trumm e y'a pep tra d'an traoñ."
Spi en deus Lukaz gellet kinnig baleadennoù-kontadennoù e-kerzh an hañv. Evit an douristed hag evit tud ar vro. "Da c'hortoz e tigorfe ar salioù en dro rak ne c'hellomp ket labourat er maez e kreiz ar goañv... Emichañs n'o do ket aon an arvesterien hag e teuint da selaou."
Aon o deus an arzourien e vefe troet an dud da chom er ger dirak o fost tele ma ne vez ket diskoulmet kudenn ar c'hleñved-red buan a-walc'h. Deomp-ni holl da reiñ fiziañs dezho, rak a-viskoazh eo bet ar sevenadur ur mod da frealziñ an dud goude an enkadennoù bras.