BREZHONEG. L'union bretonne pour l'animation des pays ruraux fête 40 ans d'éducation populaire

durée de la vidéo : 00h01mn46s
L'Ubapar coordonne les séjours de vacances en breton et en gallo.
L'Ubapar fête ses 40 ans. ©France 3 Bretagne

L'Ubapar, créée en 1984 pour animer culturellement la Bretagne rurale, fête ses 40 ans à Rostrenen le 20 avril. Aujourd'hui, l'organisme continue son travail d'éducation populaire et propose de la formation, tout en coordonnant les camps de vacances en breton et en gallo. Voyez notre reportage sous-titré et notre article en breton.

L'essentiel du jour : notre sélection exclusive
Chaque jour, notre rédaction vous réserve le meilleur de l'info régionale. Une sélection rien que pour vous, pour rester en lien avec vos régions.
France Télévisions utilise votre adresse e-mail afin de vous envoyer la newsletter "L'essentiel du jour : notre sélection exclusive". Vous pouvez vous désinscrire à tout moment via le lien en bas de cette newsletter. Notre politique de confidentialité

Lidañ a ra an Ubapar 40 vloaz a labour da vuheziñ ar maezioù

Disadorn e vo lidet e Rostrenenn deiz-ha-bloaz Unvaniezh Breizh evit buheziñ ar broioù war ar maez. Krouet e oa bet e 1983 evit klask degas buhez sevenadurel en diavaez eus ar c'hêrioù bras. Brudet eo bremañ evit kenurzhiañ ar c'hampoù vakañsoù e brezhoneg hag e gallaoueg.

Ganet e oa an Ubapar daou-ugent vloaz 'zo da heul luskad an oaledoù war ar maez. "Pal an aozadurioù-se, krouet goude an eil Brezel Bed, a oa e vefe buhez sevenadurel ha dudi war ar maez, hag e c'hellfe an dud chom er vro hep mont da Bariz, o kaout kalite buhez", a zispleg Riwanon an Habask, kenurzhierez rannvroel an Ubapar. "Tamm-ha-tamm e oa bet krouet kevredigezhioù brasoc'h, war meur a gumun, lec'h ma oa posubl goprañ tud. Ha ganet eo an Ubapar evit kenurzhiañ tout al labour-se war ul live rannvroel."

Hiziv an deiz c'hoazh e kendalc'h al labour-se evit ar rouedad. "Klask a reomp gwelet peseurt ezhommoù a zo war an dachenn ha peseurt strivoù a zo d'ober a-stroll, ha diwar-se e kinnigomp eskemmoù, ostilhoù a c'hello bezañ implijet gant an holl e Breizh", a gendalc'h Riwanon an Habask.

Stummañ buhezourien

Ul labour stummañ a-bouez a vez kaset da benn gant unvaniezh ivez, dreist-holl evit buhezourien ar c'hreizennoù dudi, pa vefent e galleg, e brezhoneg pe e gallaoueg.

Warlene e oamp bet da filmañ unan anezho, lec'h ma veze desket ivez bezañ evezhier kouronkañ.

Met rankout a ra ivez an aozadur talañ ouzh diaesterioù liesseurt. "N'ez a ket war gresk an arc'hant publik, anat eo", eme Riwanon an Habask. 

Ha n'eo ket anat atav sachañ trawalc'h a dud yaouank da ziorroiñ ar c'hampoù vakañsoù asambles gant ar c'helenn divyezhek. Warlene e oa bet diaes kavout renerien evit kampoù 'zo.

LENN. Klask zo war renerien kampoù vakañsoù

Eskemmoù a-raok ar fest-noz

Disadorn 20 a viz Ebrel, e Rostrenenn, e vo lidet 40 vloaz an Ubapar. Eskemmoù ha prezegennoù a vo aozet a-hed an devezh, a-raok ur fest-noz gant Llim, Planchée pe c'hoazh Segal. Peadra evit lakaat buhez e Kreiz-Breizh, anat deoc'h.

Tous les jours, recevez l’actualité de votre région par newsletter.
Tous les jours, recevez l’actualité de votre région par newsletter.
Veuillez choisir une région
France Télévisions utilise votre adresse e-mail pour vous envoyer la newsletter de votre région. Vous pouvez vous désabonner à tout moment via le lien en bas de ces newsletters. Notre politique de confidentialité
Je veux en savoir plus sur
le sujet
Veuillez choisir une région
en region
Veuillez choisir une région
sélectionner une région ou un sujet pour confirmer
Toute l'information