En octobre 2013, les portiques installés sur les routes en vue de l'instauration d'une écotaxe deviennent la cible de manifestations qui prennent de l'ampleur et donnent naissance aux Bonnets rouges. Deux d'entre eux se souviennent dans An Taol Lagad qui s'intéresse aussi à la mémoire filmée des Gras de Douarnenez avec la Cinémathèque de Bretagne. Splujañ a reer en dielloù hiziv, re an Ened e Douarnenez, a-raok un nozvezh film disadorn 14 a viz Here ha re stourm ar Bonedoù Ruz, e miz Here ha miz Du 2013.
Evel bastilhoù da bilat. E kreiz miz Here 2013 e teu ar porchedoù staliet evit lakaat e plas un ekotaos da vezañ lec'hioù emgav evit manifesterien liesseurt. Goude hini Gwiglann e miz Eost e vez lakaet emgav e Pont-ar-Veuzenn. Dont a ra vanifesterien niverusoc'h-niverusañ da enebiñ ouzh an ekotaos, un taol ouzhpenn war benn industriezh ar boued e Breizh, pa vez fall ar jeu gant ar filierenn dija. D'an 28 a viz Here e teuont gant bonedoù ruz war o fenn, arouez stourm Sebastian ar Balp e 1675. Dont a ra ar stourm da vezañ kreñv tre gant manifestadegoù bras e Kemper hag e Karaez e miz Du 2013. Daou stourmer a gont deomp o eñvorennoù.
LENN : "Trop, c'est trop !" Il y a 10 ans, les Bonnets rouges sonnaient la révolte contre l'écotaxe
An Ened filmet e 1937
Disadorn 14 a viz Here e vo kinniget e Douarnenez un abadenn sinema diwar-benn gouel an Ened. Pinvidik a-walc'h eo an dielloù filmet diwar-benn ar gouel dija (filmet eo bet e 1937 !) met klask a ra Gwarez filmoù Breizh filmoù-all, diouzh ar bloavezhioù 1980 dreist-holl.